Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 31:32 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

32 nann evel an emglev am eus diazezet gant o zadoù en deiz ma em eus kemeret anezho dre an dorn hag em eus tennet anezho eus bro Ejipt, an emglev o deus torret, petra bennak ma oan bet ur pried evito, eme an AOTROU.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 31:32
43 Referencias Cruzadas  

Ne oa en arc'h nemet an div daolenn-vaen, en doa lakaet Moizez enni en Horeb, pa reas an AOTROU un emglev gant mibien Israel pa oant deuet er-maez eus bro an Ejipt.


Met me a vo dalc'hmat ganit, va c'hemeret ec'h eus dre va dorn dehou,


O c'halon ne oa ket eeun en e geñver, ne oant ket feal d'e emglev.


Bremañ mar sentit ouzh va mouezh ha mar mirit va emglev, c'hwi a vo va c'haerañ teñzor a-douez an holl bobloù, rak an holl zouar a zo din.


Distroet int buan eus an hent em boa merket dezho. Graet o deus ul leue teuzet, daoulinet o deus dirazañ, aberzhet o deus dezhañ ha lavaret o deus: Setu da zoueoù, o Israel, ar re o deus da lakaet da bignat eus bro Ejipt.


Piv eo an hini a bign eus ar gouelec'h, harpet goustadik ouzh he muiañ-karet? Da zihunet em eus dindan an avalenn; eno, he deus da c'hanet da vamm, el lec'h-se he deus da c'hanet an hini he deus bugaleet ac'hanout.


An douar a zo saotret gant e annezerien, rak torret o deus al lezennoù, cheñchet o deus ar reolennoù, disc'hraet o deus an emglev peurbadus.


Rak me eo an AOTROU da Zoue, me a grogin ez torn dehou, hag e lavarin dit: Na'z pez ket aon, da sikour a rin.


Rak da bried eo da Grouer, AOTROU an armeoù e anv, da zasprener eo Sant Israel, Doue an douar a-bezh a vo e anv.


Lavarout a ri dezho: Evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel: Milliget ra vo an den na selaou ket komzoù an emglev-mañ,


am eus gourc'hemennet d'ho tadoù en deiz ma em eus tennet anezho eus bro Ejipt, eus ar forn houarn, o lavarout: Selaouit ouzh va mouezh ha grit an holl draoù am eus gourc'hemennet deoc'h, hag e viot va fobl, hag e vin ho Toue;


Kae ha youc'h ouzh divskouarn Jeruzalem, o lavarout: Evel-henn e komz an AOTROU: Soñj am eus ac'hanout, eus hegarated da yaouankiz, eus karantez da zimeziñ, pa zeues war va lerc'h er gouelec'h, en un douar na veze ket hadet.


Hag e vo respontet: Dre m'o deus dilezet emglev an AOTROU o Doue, ha dre m'o deus stouet dirak doueoù all ha servijet anezho.


Distroit, mibien adfeilherien, eme an AOTROU, rak me eo hoc'h ozhac'h. Ho kemer a rin, unan eus ur gêr, daou eus un tiegezh, hag ho tegasin en-dro da Sion.


En amzer-se, eme an AOTROU, e vin Doue holl diegezhioù Israel, hag e viot va fobl.


Evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel: Graet em eus un emglev gant ho tadoù en deiz ma tennis anezho eus an Ejipt, eus an ti sklavelezh, en ur lavarout dezho:


A-benn seizh vloaz e kasot kuit pep hini ac'hanoc'h e vreur hebreat a zo bet gwerzhet dezhañ. Servijañ a raio c'hwec'h vloaz hag e kasi anezhañ frank eus da di. Met ho tadoù n'o deus ket va selaouet, n'o deus ket roet o skouarn.


Evel ma tremenen en da gichen, e welis ac'hanout, ha setu, da oad a oa an oad da zimeziñ. Hag ec'h astennis warnout pleg va mantell, hag e c'holois da noazhder. Hag e touis dit, hag e ris un emglev ganit, eme an Aotrou AOTROU, ha din e oas.


Hag e lakain ac'hanoc'h da dremen dindan ar walenn, hag e tegasin ac'hanoc'h e ereoù an emglev.


An hini henañ a oa anvet Ohola, hag he c'hoar Oholiba. Din e oant, hag e c'hanjont mibien ha merc'hed. An hini anvet Ohola eo Samaria, hag Oholiba eo Jeruzalem.


Pa oa yaouank Israel, e karen anezhañ, hag em eus galvet va mab eus an Ejipt.


Breutait a-enep ho mamm, breutait, rak n'eo ket va gwreg, ha n'on ket he gwaz. Ra lamo he gastaouerezh a-zirazi hag hec'h avoultriezh diouzh he divronn,


Hag an AOTROU a lavaras din: Kae c'hoazh, kar ur vaouez karet gant ur mignon hag avoultrerez, evel ma kar an AOTROU mibien Israel, a dro etrezek doueoù all hag a gar gwestell rezin.


mar disprizit va reolennoù, mar en deus hoc’h ene euzh ouzh va barnedigezhioù, evit tremen hep heuliañ va gourc’hemennoù hag evit terriñ va emglev,


Kemer a reas dorn an dall hag en kasas er-maez eus ar bourc’h. Krañch a lakaas war e zaoulagad hag, o vezañ lakaet e zaouarn warnañ, e c’houlennas digantañ hag eñ a wele un dra bennak.


An hini en deus ar wreg eo an ozhac’h. Met mignon an ozhac’h, a zo eno hag en selaou, a zo laouen bras pa glev mouezh an ozhac’h, hag al levenez-se a zo va hini ha peurvat eo.


Ar c’habiten, o kregiñ e zorn hag o vezañ aet gantañ a-du, a c’houlennas digantañ: Petra ac’h eus da zisklêriañ din?


Rak me a zo gwarizius ac’hanoc’h, gant ur warizi eus Doue, abalamour ma em eus unanet ac’hanoc’h da ur pried hepken, evit ho kinnig da Grist evel ur werc’hez c’hlan.


hag er gouelec'h, e-lec'h ma ec'h eus gwelet an AOTROU da Zoue o tougen ac'hanout evel ma toug un den e vab, a-hed an hent hoc'h eus graet evit dont betek al lec'h-se.


Setu komzoù an emglev en deus gourc'hemennet an AOTROU da Voizez ober gant mibien Israel e bro Voab, en tu-hont d'an emglev en doa graet ganto en Horeb.


An AOTROU a zispartio anezhañ diouzh holl veuriadoù Israel evit e walleur, hervez an holl vallozhioù skrivet e levr al lezenn-mañ.


hag an holl bobloù a lavaro: Perak en deus an AOTROU graet evel-se d'ar vro-mañ? Perak taerded ar fulor bras-se?


An AOTROU a lavaras da Voizez: Setu, emaout o vont da gousket gant da dadoù. Ar bobl-mañ a savo hag en em roio d'ar gasterezh gant doueoù estren ar vro e-lec'h ma'z eont e-barzh, hag e tilezint ac'hanon hag e torrint va emglev am eus graet ganto.


Dre ma renin anezho er vro am eus touet d'o zadoù, ur vro a zever gant laezh ha mel, hag e tebrint hag o devo o gwalc'h hag e vint lart. Neuze en em zistroint war-zu doueoù all, hag e servijint anezho, hag e tisprizint ac'hanon, hag e torrint va emglev.


An AOTROU hon Doue en deus graet ganeomp un emglev en Horeb.


N'eo ket gant hon tadoù en deus graet an AOTROU an emglev-se, met ganeomp-ni a zo amañ hiziv, bev holl.


nann un emglev evel an hini am eus graet gant o zadoù en deiz ma em eus kemeret anezho dre an dorn hag em eus tennet anezho eus bro Ejipt; rak n’o deus ket kendalc’het em emglev hag em eus o dilezet, eme an Aotrou.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos