Hag evidon-me setu an emglev a rin ganto, eme an AOTROU, va Spered hag a zo warnout ha va c'homzoù am eus lakaet ez kenoù, ned aint ket kuit eus da c'henoù nag eus genoù da lignez, nag eus genoù lignez da lignez, eme an AOTROU, adalek bremañ ha da viken.
Setu e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma savin da Zavid un diwan reizh, a reno evel ur roue, a raio berzh, a raio hervez ar varnedigezh hag ar reizhder war an douar.
Setu e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma tegasin en-dro re zalc'het va fobl Israel ha Juda, eme an AOTROU, hag e rin dezho distreiñ d'ar vro am boa roet d'o zadoù, hag e perc'hennint anezhi.
Hag e tiazezin ganto un emglev peurbadus, ne zistroin ket diouto, ober a rin vad dezho, va doujañs a lakain en o c'halon, evit na zistroint ket diouzhin.
Setu, an deizioù a zeu, eme an AOTROU, ma vo tost al labourer-douar ouzh ar meder, hag an hini a jaodr ouzh an hader, hag e tivero ar menezioù gant gwin, hag e strilho an holl grec'hiennoù.
Evel-se ivez, goude bezañ koaniet e kemeras an hanaf o lavarout: An hanaf-mañ eo an emglev nevez em gwad, grit kement-mañ en eñvor ac’hanon bep gwech ma’c’h evot dioutañ.
Hol lakaet en deus barrek da vezañ servijerien eus un emglev nevez, nann eus al lizherenn met eus ar Spered, rak al lizherenn a lazh met ar Spered a ro ar vuhez.
Ha dre-se eo an hanterour eus un emglev nevez, evit, ur wech paeet dre ar marv an torridigezhioù graet dindan an emglev kentañ, ma resevo ar re c’halvet ar bromesa eus un hêrezh peurbadus.