Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 31:30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

30 Met pep hini a varvo evit e zireizhder; pep den hag a zebro rezin gras, a vo tozonet e zent.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 31:30
14 Referencias Cruzadas  

Met ne lakaas ket d'ar marv mibien ar servijerien, evel ma'z eo skrivet e levr lezenn Moizez, e-lec'h m'en deus roet an AOTROU ar gourc'hemenn-mañ: Ne vo ket lakaet d'ar marv an tadoù evit o mibien, ha ne vo ket lakaet d'ar marv ar vibien evit o zadoù, met lakaet e vo da vervel pep hini evit e bec'hed.


Ra welo gant e zaoulagad e zistruj, ra evo gounnar an Holl-C'halloudeg.


Gwalleur d'an hini fall! Gwalleur! Rak dastum a raio gopr e zaouarn.


An ene a bec'h eo an ene a varvo. Ar mab ne zougo ket direizhder an tad, hag an tad ne zougo ket direizhder ar mab. Reizhder an den reizh a vo warnañ, fallagriezh an den fall a vo warnañ.


Setu, an holl eneoù a zo din, ene an tad evel ene ar mab, o-daou a zo din. Ene ar pec'her eo an hini a varvo.


Ar Spered a zeuas ennon hag a reas din en em zerc'hel war va zreid. Hag e lavaras din: Kae, hag en em serr e-barzh da di.


Pa em bo lavaret d'an den reizh: Bevañ a ri a-dra-sur! Hag hemañ, o fiziout en e reizhder, a ra direizhder, ne vo ken soñj eus oberennoù e reizhder, met en abeg d'e zireizhder en devo graet, e varvo.


Mar distro an den reizh diouzh e reizhder, evit ober direizhder, e varvo en abeg da-se.


Pa em bo lavaret d'an den fall: Den fall, mervel a ri a-dra-sur! Ha ne gomzi ket evit distreiñ an den fall diwar e hent, an den fall-se a varvo en e zireizhder, met e c'houlennin e wad ouzhit.


rak pep hini a zougo e vec’h e-unan.


Ne vo ket lakaet d'ar marv an tadoù evit ar vibien, ha ne vo ket lakaet d'ar marv ar vibien evit an tadoù; lakaet e vo d'ar marv pep hini evit e bec'hed.


Hag an droukc’hoant, pa’z en deus koñsevet, a c’han ar pec’hed. Hag ar pec’hed, pa’z eo kaset da benn, a c’han ar marv.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos