1 Rouaned 17:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Elia an Tishbiad, unan eus annezidi Galaad, a lavaras da Akab: Bev eo an AOTROU Doue Israel, en em zalc'han dirazañ! E-pad ar bloavezhioù-mañ ne vo na glizhenn na glav, nemet da'm c'homz.
Met hi a respontas: An AOTROU da Zoue a zo bev! Ne'm eus ket a wastell, ne'm eus nemet un dornad bleud en ur brok hag ur banne eoul en ur vured. Setu e tastuman daou skod, hag ez in da aozañ kement-se evidon hag evit va mab. E zebriñ a raimp, ha goude e varvimp.
An AOTROU da Zoue a zo bev! N'eus na broad na rouantelezh ma n'en deus ket kaset va aotrou da'z klask. Ha pa veze lavaret: N'emañ ket amañ, e lakae da douiñ ar rouantelezh pe ar vroad na c'helled ket da gavout.
Pa vo serret an neñvoù ha ne vo ket a c'hlav, evit bezañ pec'het a-enep dit, mar pedont ac'hanout el lec'h-mañ, mar roont gloar da'z anv, mar distroont diouzh o fec'hedoù dre ma ez po kastizet anezho,
Met ael an AOTROU a lavaras da Elia an Tishbiad: Sav, pign en arbenn da gannaded roue Samaria ha lavar dezho: Ha n'eus Doue ebet en Israel, pa'z it da c'houlenn ali digant Baal-Zebub doue Ekron?
Elizea a zistroas da C'hilgal. Bez' e oa un naonegezh er vro. Mibien ar brofeded a oa azezet dirazañ, hag e lavaras d'e servijer: Laka ar pod bras, ha poazh ur soubenn evit mibien ar brofeded.
Neuze Gehazi, servijer Elizea den Doue, a lavaras: Setu, va mestr en deus espernet Naaman ar Siriad, ha n'en deus ket degemeret eus e zorn ar pezh en doa degaset. An AOTROU a zo bev! Me a redo war e lerc'h, hag em bo un dra bennak digantañ.
Neuze e voe degaset ur skrid dezhañ a-berzh ar profed Elia, o lavarout: Evel-henn e komz an AOTROU, Doue David da dad: Dre ma ne'c'h eus ket kerzhet war hent Jozafad da dad, na war hent Asa roue Juda,
Pa vo serret an neñvoù ha ne vo ket a c'hlav, evit bezañ pec'het a-enep dit, mar pedont ac'hanout el lec'h-mañ, mar roont gloar da'z anv, mar distroont diouzh o fec'hedoù dre ma ez po kastizet anezho,
Sav da zaoulagad en-dro dit, sell, holl en em zastumont, dont a reont da'z kavout. Me a zo bev, eme an AOTROU, te en em wisko ganto holl evel gant bragerizoù, te en em c'hourizo ganto evel ur wreg yaouank.
degas a rin anezhi en glac'har, ne vo ken troc'het na palaret, an drez hag ar spern a gresko enni, gourc'hemenn a rin d'ar c'houmoul, chom hep lezel ar glav da gouezhañ warni.
E-touez idoloù aner ar broadoù, hag ez eus unan a rofe glav? Hag e c'hellfe an neñvoù reiñ glav munut? Ha n'eo ket te, AOTROU hon Doue? Emaomp en gortoz ac'hanout, rak te eo a ra an holl draoù-se.
Setu perak evel-henn e komz an AOTROU: Mar distroez, me az tegaso en-dro, hag en em zalc'hi dirazon. Mar dispartiez ar pezh a zo prizius diouzh ar pezh a zo didalvez, e vi evel va genoù. Distreiñ a raint etrezek ennout, met te ne zistroi ket etrezek enno.
Ar brofeded hag a zo bet a-raok din hag a-raok dit, abaoe pell 'zo, o deus profedet a-enep meur a vro hag a-enep rouantelezhioù bras, ar brezel, ar glac'har hag ar vosenn.
hag e kerzho dirazañ e spered hag e nerzh Elia, evit treiñ kalonoù an tadoù ouzh ar vugale hag ar re zisentus ouzh furnez ar re reizh, evit aozañ d’an Aotrou ur bobl tuet mat.
Evel ma’z ae an dud-mañ kuit digantañ, Pêr a lavaras da Jezuz: Mestr, mat eo deomp chom amañ. Greomp amañ teir deltenn, unan evidout, unan evit Moizez, unan evit Elia. Ne ouie ket petra a lavare.
E ziskibien Jakez ha Yann, o welout-se, a lavaras: Aotrou, fellout a ra dit e lavarfemp ma tiskennfe an tan eus an neñv evit o deviñ, evel ma reas Elia?
Doue n’en deus ket taolet kuit e bobl anavezet a-ziagent gantañ. Ha n’ouzoc’h ket ar pezh a lavar ar Skritur diwar-benn Elia, penaos en em glemmas da Zoue a-enep Israel?
En amzer-se an AOTROU a zispartias meuriad Levi evit dougen arc'h emglev an AOTROU, evit en em zerc'hel dirak an AOTROU, evit e servijañ hag evit bennigañ en e anv, betek hiziv.
Elia a oa un den techet d’an hevelep gwanderioù eveldomp. Pediñ a reas start na gouezhje ket a c’hlav ha ne gouezhas ket a c’hlav war an douar e-pad tri bloaz ha c’hwec’h miz.
Ar galloud o deus da serriñ an neñv evit na raio ket a c’hlav e-pad ma tiouganint, hag ar galloud o deus da dreiñ an doureier e gwad ha da skeiñ an douar a bep seurt goulioù bep gwech ma fello dezho.
Jefte a zastumas holl dud Galaad evit stourm ouzh Efraim. Tud Galaad a bilas Efraim, dre m'o doa lavaret ar re-mañ: C'hwi 'zo tec'hidi Efraim! Emañ Galaad e-kreiz Efraim, e-kreiz Manase!