Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 15:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 Setu perak evel-henn e komz an AOTROU: Mar distroez, me az tegaso en-dro, hag en em zalc'hi dirazon. Mar dispartiez ar pezh a zo prizius diouzh ar pezh a zo didalvez, e vi evel va genoù. Distreiñ a raint etrezek ennout, met te ne zistroi ket etrezek enno.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 15:19
34 Referencias Cruzadas  

Elia an Tishbiad, unan eus annezidi Galaad, a lavaras da Akab: Bev eo an AOTROU Doue Israel, en em zalc'han dirazañ! E-pad ar bloavezhioù-mañ ne vo na glizhenn na glav, nemet da'm c'homz.


Bremañ eta, kae ha me a vo gant da c'henoù, me a gelenno dit ar pezh a zlei lavarout.


Ha gwelet ec'h eus un den ampart en e labour? Bez' e vo e servij ar rouaned, ne vo ket e servij an dud dister.


Hag an AOTROU a astennas e zorn hag a stokas ouzh va genoù. Hag an AOTROU a lavaras din: Setu, lakaet em eus va c'homzoù ez kenoù.


Hag an AOTROU a lavaras din: Pa en em zalc'hfe Moizez ha Samuel dirazon, va ene ne vefe ket douget etrezek ar bobl-mañ. Kas anezho kuit a-zirak va dremm, ma'z aint kuit.


Pa lavaran: Ne rin ket meneg anezhañ, ha: Ne gomzin ken en e anv, ez eus em c'halon evel un tan devus, dastumet em eskern; en em rediañ a ran d'e zerc'hel, met ne c'hellan ket.


en abeg da-se, evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Jonadab mab Rekab ne vanko biken eus un den d'en em zerc'hel dirazon.


Israel, mar distroez, eme an AOTROU, mar distroez da'm c'havout, mar lamez da euzhusted a-zirazon, ne vi ken o kantreal,


Ar c'hwezherez a zo devet, ar plom a deuz gant an tan, en aner eo e teuzer hag ec'h adteuzer, an droug ne zistag ket.


Hec'h holl bobl a huanad, klask a reont bara. Roet o deus o holl draoù plijus evit boued, evit adkavout o buhez. Gwel, AOTROU, ha sell penaos ez on disprizet!


Disklêriañ a ri va c'homzoù, pe e selaouint, pe ne raint ket, rak un ti disent ez int.


Hec'h aberzhourien o deus torret va lezenn ha disakret va zraoù santel. N'o deus ket graet a ziforc'h etre an dra santel hag an dra voutin, n'o deus ket roet da anavezout etre an dra dic'hlan hag an dra c'hlan, kuzhet o deus o daoulagad diouzh va deizioù sabad, hag on bet disakret en o zouez.


Hag e kelennint da'm fobl an diforc'h etre sakr ha disakr, hag e roint dezho da ziverzout an dic'hlan diouzh ar glan.


evit ma c’hellot diheñvelañ ar pezh a zo santel diouzh ar pezh a zo disakr, ar pezh a zo dic’hlan diouzh ar pezh a zo glan,


evit reiñ anaoudegezh eus an dra dic’hlan hag eus an dra glan. Hounnezh eo al lezenn diwar-benn al lorgnez.


Sav, kae da Ninive ar gêr vras, hag embann enni ar c'hemennad a lavaran dit.


Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Mar kerzhez em hentoù ha mar mirez ar pezh a fell din e vefe miret, e varni va zi hag e tiwalli va leurioù, hag e roin dit digor frank e-touez ar re-se en em zalc'h amañ.


An ael a respontas dezhañ: Me eo Gabriel, an hini a chom dirak Doue. Degaset on bet evit komz ouzhit ha disklêriañ dit ar c’heloù mat-mañ.


An neb a selaou ac’hanoc’h, a selaou ac’hanon; an neb a zispriz ac’hanoc’h, a zispriz ac’hanon; an neb a zispriz ac’hanon, a zispriz an hini en deus va c’haset.


rak ar Spered-Santel a zesko deoc’h d’an eur-se ar pezh ho po da lavarout.


rak me a roio deoc’h ur genoù hag ur furnez na c’hello hoc’h holl enebourien respont netra dezho na stourm outo.


Beilhit eta ha pedit e pep amzer, evit ma viot kavet din da dec’hout diouzh an holl draoù-se a dle c’hoarvezout, ha da badout dirak Mab an den.


rak disklêriet em eus deoc’h holl guzul Doue, hep kuzhat netra.


Dre-se n’anavezomp ken den hervez ar c’hig bremañ. Ha zoken mar hon eus anavezet Krist hervez ar c’hig, bremañ n’anavezomp ken anezhañ en doare-se.


Rak daoust ha klask a ran kendrec’hiñ an dud pe Doue? Ha klask a ran plijout d’an dud? Mar deufen da blijout d’an dud, ne vefen ket servijer Krist.


Ne fellas ket deomp plegañ ur pennadig hepken dezho, evit ma vije kendalc’het ar wirionez eus an Aviel en ho touez.


Met ar boued kreñv a zo evit an dud en oad, evit ar re hag o deus dre gustum o skiant doareet da ziforc’hiñ ar mad diouzh an droug.


D’an hini a c’hell ho tiwall a bep lamm hag ho lakaat d’en em ziskouez dinamm ha leun a levenez dirak e c’hloar,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos