Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 18:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Ur pell bras goude-se komz an AOTROU a voe disklêriet da Elia, en trede bloaz, o lavarout: Kae, en em ziskouez da Akab, hag e kasin glav war an douar.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 18:1
18 Referencias Cruzadas  

Elia an Tishbiad, unan eus annezidi Galaad, a lavaras da Akab: Bev eo an AOTROU Doue Israel, en em zalc'han dirazañ! E-pad ar bloavezhioù-mañ ne vo na glizhenn na glav, nemet da'm c'homz.


Mont a reas eta, hag e reas evel m'en doa lavaret Elia dezhi, hag e tebrjont, hi, eñ hag he ziegezh, e-pad pell amzer.


Met a-benn ur pennad, e c'hoarvezas ma oa aet da hesk ar froud, dre ma ne oa ket bet glav er vro.


Elia a yeas d'en em ziskouez da Akab. An naonegezh a oa bras e Samaria.


selaou anezho eus an neñvoù, pardon pec'hed da servijerien ha da bobl Israel, en ur gelenn dezho an hent mat, a zo ret dezho kerzhout gantañ, ha kas glav war an douar ac'h eus roet da hêrezh da'z pobl.


degas a rin anezhi en glac'har, ne vo ken troc'het na palaret, an drez hag ar spern a gresko enni, gourc'hemenn a rin d'ar c'houmoul, chom hep lezel ar glav da gouezhañ warni.


Da drouz e vouezh, an doureier en em zastum en neñvoù. Lakaat a ra an aezhennoù da bignat eus penn an douar, ober a ra luc'hed ha glav, hag e tenn an avel eus e deñzorioù.


E-touez idoloù aner ar broadoù, hag ez eus unan a rofe glav? Hag e c'hellfe an neñvoù reiñ glav munut? Ha n'eo ket te, AOTROU hon Doue? Emaomp en gortoz ac'hanout, rak te eo a ra an holl draoù-se.


Ha c'hwi, mibien Sion, tridit ha laouenait en AOTROU ho Toue, rak e ro deoc'h glav ar c'hentañ amzer hervez an direizhder, hag e kas deoc'h ur glav fonnus eus ar c'hentañ hag eus an diwezhañ amzer, evel gwechall.


me a roio deoc’h ar glav en amzer dereat, an douar a roio e genderc’h ha gwez ar parkeier a roio o frouezh,


Dinac'het em eus ivez ar glav ouzhoc'h pa chome c'hoazh tri miz betek an eost. Lakaet em eus da c’hlavañ war ur gêr, ha ne'm eus ket lakaet da c’hlavañ war ur gêr all; ur park en deus bet glav, hag ur park all n'en deus ket bet glav hag en deus disec'het.


Me a lavar deoc’h e gwirionez, bez’ e oa kalz a intañvezed en Israel en amzer Elia, pa voe serret an neñv e-pad tri bloaz ha c’hwec’h miz ha pa c’hoarvezas un naonegezh vras dre an holl vro.


An AOTROU a zigoro dit e deñzor mat, an neñv, evit reiñ ar glav da'z touar en e amzer hag evit bennigañ kement a ri gant da zaouarn; hag e presti da galz a bobloù, n'ampresti ket.


Elia a oa un den techet d’an hevelep gwanderioù eveldomp. Pediñ a reas start na gouezhje ket a c’hlav ha ne gouezhas ket a c’hlav war an douar e-pad tri bloaz ha c’hwec’h miz.


Lez ar porzh a zo a-ziavaez an templ ha na vuzul ket anezhañ, rak roet eo bet d’ar broadoù. Int a vac’ho gant o zreid ar gêr santel e-pad daou viz ha daou-ugent.


Ar galloud o deus da serriñ an neñv evit na raio ket a c’hlav e-pad ma tiouganint, hag ar galloud o deus da dreiñ an doureier e gwad ha da skeiñ an douar a bep seurt goulioù bep gwech ma fello dezho.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos