Elia an Tishbiad, unan eus annezidi Galaad, a lavaras da Akab: Bev eo an AOTROU Doue Israel, en em zalc'han dirazañ! E-pad ar bloavezhioù-mañ ne vo na glizhenn na glav, nemet da'm c'homz.
An AOTROU da Zoue a zo bev! N'eus na broad na rouantelezh ma n'en deus ket kaset va aotrou da'z klask. Ha pa veze lavaret: N'emañ ket amañ, e lakae da douiñ ar rouantelezh pe ar vroad na c'helled ket da gavout.
Ar c'hannad a oa aet da c'hervel Mika a gomzas outañ o lavarout: Setu, ar brofeded a lavar holl, a c'henoù unvan, traoù mat d'ar roue; mar plij, ra vo eta da gomz heñvel ouzh o re, ha disklêr ar mad!
Ur profed en deus bet un huñvre, ra zisklêrio e huñvre, hag an hini en deus bet va c'homz, ra lavaro va c'homz e gwirionez. Petra en deus ar plouz d'ober gant ar gwinizh? eme an AOTROU.
Ar profed Jeremiaz a lavaras dezho: Klevet em eus, setu ez an da bediñ an AOTROU ho Toue hervez ar pezh hoc'h eus lavaret, ha kement a responto an AOTROU deoc'h a zisklêriin deoc'h, ne guzhin ket ur ger ouzhoc'h.
Balaam a respontas o lavarout da servijerien Balag: Pa rofe Balag din e di leun a arc'hant hag a aour, ne c'hellin ket terriñ urzh an AOTROU va Doue evit ober un dra vihan pe vras.
Pa rofe Balag din e di leun a arc'hant hag a aour, ne c'hellin ket terriñ urzh an AOTROU evit ober un dra vat pe un dra fall ac'hanon va-unan, me a lavaro ar pezh a lavaro an AOTROU?
Taolet hon eus kuit an traoù mezhus a guzher, o tremen hep bevañ dre droidell hag hep falsañ ger Doue, hag en em erbedomp hon-unan da bep koustiañs den dirak daoulagad Doue en ur ziskuliañ ar wirionez.