Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




1 Rouaned 18:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 Met Elia a lavaras: AOTROU an armeoù, en em zalc'han dirazañ, a zo bev! A-dra-sur en em ziskouezin hiziv da Akab.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 18:15
19 Referencias Cruzadas  

Evel-se e voe echuet an neñvoù hag an douar, hag o holl arme.


Elia an Tishbiad, unan eus annezidi Galaad, a lavaras da Akab: Bev eo an AOTROU Doue Israel, en em zalc'han dirazañ! E-pad ar bloavezhioù-mañ ne vo na glizhenn na glav, nemet da'm c'homz.


An AOTROU da Zoue a zo bev! N'eus na broad na rouantelezh ma n'en deus ket kaset va aotrou da'z klask. Ha pa veze lavaret: N'emañ ket amañ, e lakae da douiñ ar rouantelezh pe ar vroad na c'helled ket da gavout.


Ha bremañ e lavarez: Kae da lavarout da'z aotrou: Setu Elia! Va lazhañ a raio!


Abdia a yeas eta da gavout Akab hag a lavaras an dra dezhañ. Hag Akab a zeuas da gavout Elia.


Ha Mika a lavaras: An AOTROU a zo bev! Me a zisklêrio ar pezh a lavaro an AOTROU.


Hag e c'hell bezañ niveret e armeoù? War biv ne sav ket e sklêrijenn?


Bennigit an AOTROU, c'hwi e holl armeoù, c'hwi hag a zo e servijerien hag a ra e volontez!


Krial a raent an eil d'egile, hag e lavarent: Santel, santel, santel eo AOTROU an armeoù! An douar holl a zo leuniet gant e c'hloar!


Met en deiz-se e tieubin ac'hanout, eme an AOTROU, ha ne vi ket lakaet etre daouarn an dud ac'h eus aon razo.


Astennet e vint dirak an heol, dirak al loar ha dirak holl arme an neñvoù, o deus karet, o deus servijet, o deus kerzhet war o lerc'h, o deus klasket, hag o deus stouet dirazo. Ne vint ket dastumet na sebeliet, hag e vint evel teil war-c'horre an douar.


An ael a respontas dezhañ: Me eo Gabriel, an hini a chom dirak Doue. Degaset on bet evit komz ouzhit ha disklêriañ dit ar c’heloù mat-mañ.


Jozue mab Nun, da servijer, a yelo enni; kaloneka anezhañ rak eñ eo a lakaio Israel da berc'hennañ e hêrezh.


gant aon ivez penaos o sevel ho taoulagad war-zu an neñv hag o welout an heol, al loar, ar stered, holl arme an neñv, na vefes bountet da stouiñ dirazo ha da servijañ an traoù-se, a zo bet lodet gant an AOTROU da Zoue d'an holl bobloù a zo dindan an neñvoù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos