Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 21:36 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

36 Beilhit eta ha pedit e pep amzer, evit ma viot kavet din da dec’hout diouzh an holl draoù-se a dle c’hoarvezout, ha da badout dirak Mab an den.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

36 Beillit eta ha pedit e pep amzer, evit ma veot kavet dign da dec’het diouz an holl draou‐ze a dle c’hoarvezoud, ha da choum dirag Mab an den.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 21:36
34 Referencias Cruzadas  

Hag e laouenaio en Holl-C'halloudeg? Hag e pedo Doue e pep amzer?


Setu perak ar re zrouk ne badint ket pa vo ar varn, nag ar bec'herien e bodadeg ar re reizh,


en abeg da-se, evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Jonadab mab Rekab ne vanko biken eus un den d'en em zerc'hel dirazon.


Piv a c'hello gouzañv deiz e zonedigezh, piv a c'hello chom en e sav pa en em ziskouezo? Rak bez' e vo evel tan an teuzer, evel soavon ar gwenner.


Beilhit eta, rak n’ouzoc’h ket da bet eur e teuio hoc’h Aotrou.


Gouezit mat, ma anavezfe mestr an ti da bet beilhadenn eus an noz e tlefe ar laer dont, e chomfe dihun ha ne lezfe ket toullañ e di.


Dre-se c’hwi ivez, en em zalc’hit prest, rak Mab an den a zeuio d’an eur na soñjit ket.


Beilhit eta, rak n’ouzoc’h nag an deiz nag an eur ma teuio Mab an den.


Beilhit ha pedit evit na gouezhot ket en temptadur, ar spered a zo buan met ar c’hig a zo dinerzh.


Jezuz a lavaras dezhañ: Al lern o deus toulloù ha laboused an neñv neizhioù, met Mab an den n’en deus lec’h ebet evit harpañ e benn.


Bezit war evezh, beilhit ha pedit, rak n’ouzoc’h ket pegoulz e teuio an amzer-se.


Hag ar pezh a lavaran deoc’h, a lavaran d’an holl: Beilhit.


An ael a respontas dezhañ: Me eo Gabriel, an hini a chom dirak Doue. Degaset on bet evit komz ouzhit ha disklêriañ dit ar c’heloù mat-mañ.


Eñ a gontas ivez dezho ur barabolenn, evit diskouez penaos eo ret pediñ bepred hag hep skuizhañ.


Met ar re a vo kavet dellezek da gaout lod er c’hantved da zont en adsavidigezh a-douez ar re varv ne zimezint ket ha ne roint ket da zimeziñ.


Rak dont a raio evel ur roued da soupren ar re holl a chom war holl c’horre an douar.


Deol e oa hag a zoujañs Doue, eñ hag e holl diegezh. Ober a rae kalz a aluzenoù d’ar bobl hag e pede Doue dalc’hmat.


Beilhit, chomit start er feiz, en em renit evel tud, en em greñvait.


oc’h anavezout penaos an hini en deus savet an Aotrou Jezuz a varv a savo ac’hanomp ivez a varv dre Jezuz, hag a lakaio ac’hanomp d’en em ziskouez ganeoc’h.


Kendalc’hit er bedenn, beilhit e kement-se gant trugarekadennoù.


Met te, bez aketus en holl draoù, o c’houzañv ar glac’haroù, gra labour un avielour, seven da vinistrerezh en e bezh.


Diwezh an holl draoù a dosta. Bezit eta fur hag aketus er pedennoù.


Bezit poellek, beilhit, rak hoc’h enebour an diaoul a dro war ho tro evel ul leon o yudal, o klask piv a c’hello lonkañ.


Bremañ eta bugale vihan, chomit ennañ evit ma hor bo fiziañs pa en em ziskouezo, ha ma ne vimp ket mezhek dirazañ en e zonedigezh.


D’an hini a c’hell ho tiwall a bep lamm hag ho lakaat d’en em ziskouez dinamm ha leun a levenez dirak e c’hloar,


Ar re-se eo an div olivezenn hag an daou gantolor en em zalc’h dirak Doue an douar.


rak deuet eo deiz bras e gounnar; ha piv a c’hello chom en e sav?


Goude-se e sellis ha setu, un engroez ken bras ken na c’helle den kontañ, a bep broad, a bep meuriad, a bep pobl, a bep yezh, en em zalc’he dirak an tron ha dirak an Oan; gwisket e oant gant saeoù gwenn, gant palmez en o daouarn.


Hag e welis ar seizh ael en em zalc’h dirak Doue, hag e voe roet dezho seizh trompilh.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos