Romaned 5:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned O vezañ eta reishaet dre ar feiz, hon eus ar peoc’h gant Doue dre hon Aotrou Jezuz-Krist, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) O veza eta justifiet dre ar feiz, hon euz ar peoc’h gant Doue, dre hon Aotrou Jesus‐Christ, |
nemet e c'houlennfed diganin va gwarez, ra vo graet ar peoc'h ganin, ra vo graet ar peoc'h ganin.
Oberenn ar reizhder a vo ar peoc'h, ha frouezh ar reizhder a vo an diskuizh hag ar surentez da viken.
Mont a reot er-maez gant levenez, hag e viot degaset e peoc'h. Ar menezioù hag ar c'hrec'hioù a laosko kriadennoù a levenez dirazoc'h, hag holl wez ar parkeier a stlako o daouarn.
Setu, ene an hini en em uhela n'eo ket eeun ennañ, met an den reizh a vevo dre ar feiz.
Eñ a savo templ an AOTROU, eñ a zougo ar c'hloar, eñ a azezo hag a reno war e dron, hag e vo aberzhour war e dron, hag etrezo o-daou e vo graet un unvaniezh a beoc'h.
Hag e lavarent: Benniget ra vo ar Roue a zeu en anv an Aotrou! Peoc’h en neñv ha gloar el lec’hioù uhel meurbet!
Ma ez pije anavezet, te ivez, da vihanañ en deiz-mañ a zo roet dit, an traoù a sell ouzh da beoc’h! Met bremañ kuzhet int da’z taoulagad.
Gloar da Zoue el lec’hioù uhel meurbet! Peoc’h war an douar, bolontez vat e-keñver an dud!
Lezel a ran ganeoc’h ar peoc’h, reiñ a ran deoc’h va feoc’h. Ne roan ket deoc’h evel ma ro ar bed. Na lezit ket ho kalon da vezañ trubuilhet pe spontet.
Lavaret em eus deoc’h an traoù-mañ evit ma ho po ar peoc’h ennon. Trubuilhoù ho po er bed, met bezit kalonek, me am eus trec’het ar bed.
met an traoù-mañ a zo skrivet evit ma kredot penaos Jezuz a zo ar C’hrist, Mab Doue, hag o krediñ ma ho po ar vuhez en e anv.
E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an hini a selaou va ger hag a gred en hini en deus va c’haset, en deus ar vuhez peurbadus ha ne zeu ket e barnedigezh, met tremenet eo eus ar marv d’ar vuhez.
Setu aze ar ger en deus kaset da vibien Israel, en ur zisklêriañ dezho Aviel ar peoc’h dre Jezuz-Krist, Aotrou an holl.
Rak ennañ eo diskuliet reizhder Doue eus ar feiz hag evit ar feiz, hervez ma’z eo skrivet: An hini reizh a vevo dre ar feiz.
d’an holl dud karet-mat gant Doue a zo e Rom, galvet da vezañ santelaet: Ar c’hras hag ar peoc’h ra vo roet deoc’h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!
Rak krediñ a reer gant ar galon evit kaout ar reizhder, hag anzav a reer gant ar genoù evit kaout ar silvidigezh.
Ha penaos e vo prezeget ma ne vez kaset den? Skrivet eo eta: Pegen kaer eo treid ar re a brezeg Aviel ar peoc’h, ar re a gemenn keleier mat!
rak rouantelezh Doue n’emañ ket an debriñ pe an evañ, met reizhder, peoc’h ha levenez er Spered-Santel.
Ra zeuio Doue an esperañs d’ho leuniañ eta a bep seurt levenez ha peoc’h er feiz, evit ma kreskot en esperañs dre c’halloud ar Spered-Santel.
reizhder Doue dre ar feiz eus Jezuz-Krist, evit ar re holl ha war ar re holl a gred. Rak n’eus diforc’h ebet,
rak bez’ ez eus un Doue hepken a reishaio an amdroc’hidi dre ar feiz hag ar re ziamdroc’h dre ar feiz.
ha d’an hini na labour ket met a gred en hini a reisha an den dizoue, e feiz a zo kontet dezhañ da reizhder.
N’eo ket kement-se hepken, met c’hoazh e kavomp gloar e Doue dre hon Aotrou Jezuz-Krist, hon eus resevet bremañ an adunvanidigezh drezañ.
Evel-se eta, mar en deus ur pec’hed hepken talvezet ar gondaonidigezh d’an holl dud, evel-se ivez dre un ober a reizhder hepken an holl dud o deus ar reizhadur a ro ar vuhez.
Rak gopr ar pec’hed eo ar marv, met donezon Doue eo ar vuhez peurbadus e Jezuz-Krist hon Aotrou.
Petra a lavarimp eta? Penaos ar baganed na glaskent ket ar reizhder, o deus kavet ur reizhder, ar reizhder a zo dre ar feiz,
oc’h anavezout n’eo ket reishaet an den dre oberoù al lezenn met dre ar feiz eus Jezuz-Krist, hon eus hon-unan kredet e Jezuz-Krist, evit bezañ reishaet dre ar feiz e Krist ha nann dre oberoù al lezenn, rak kig ebet ne vo reishaet dre oberoù al lezenn.
Met frouezh ar Spered a zo karantez, levenez, peoc’h, pasianted, madelezh, hegarated, feiz,
evit diskouez er c’hantvedoù da zont ar pinvidigezhioù divent eus e c’hras dre e vadelezh en hor c’heñver e Jezuz-Krist.
ha ma vin kavet ennañ, o kaout nann va reizhder a zeufe eus al lezenn, met an hini a zeu dre ar feiz e Krist, ar reizhder a zeu eus Doue dre ar feiz.
Hag, o vezañ graet ar peoc’h drezañ, dre wad e groaz, plijet eo bet gant an Tad adunvaniñ drezañ pep tra gantañ, ken an traoù a zo war an douar evel ar re a zo en neñvoù.
Ha ra reno peoc’h Doue en ho kalonoù, galvet oc’h bet dezhañ evit bezañ ur c’horf hepken, ha bezit anaoudek.
Ra santelaio an Doue a beoc’h e-unan kement a zo ennoc’h, ha ra vo miret divlam hoc’h holl spered, ene ha korf, a-benn donedigezh hon Aotrou Jezuz-Krist.
Ra roio an Aotrou a beoc’h e-unan ar peoc’h deoc’h e pep amzer hag e pep doare! Ra vo an Aotrou ganeoc’h holl!
An Doue a beoc’h, hag en deus degaset en-dro a-douez ar re varv mesaer bras an deñved dre wad an emglev peurbadus, hon Aotrou Jezuz,