Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Koloseiz 3:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 Ha ra reno peoc’h Doue en ho kalonoù, galvet oc’h bet dezhañ evit bezañ ur c’horf hepken, ha bezit anaoudek.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

15 Ha ra zeui peoc’h ar C’hrist, da behini ez oc’h bet galvet en eur c’horf hep‐ken, da rên en ho calonou; ha bezit leun a anaoudegez‐vad.

Ver Capítulo Copiar




Koloseiz 3:15
35 Referencias Cruzadas  

Deuit d'e zorioù gant trugarez, d'e leurioù gant meuleudi. Kanmeulit eñ, bennigit e anv,


Ra ginnigint aberzhoù a drugarekadennoù, ha ma tisklêrint e oberennoù o kanañ gant levenez.


Kinnig a rin dit an aberzh a drugarekadennoù, hag e pedin anv an AOTROU.


An AOTROU a roio nerzh d'e bobl. An AOTROU a vennigo e bobl dre ar peoc'h.


Mirout a rez ur peoc'h asur d'an hini a zo nerzhus e galon, dre m'en em fiz ennout.


nemet e c'houlennfed diganin va gwarez, ra vo graet ar peoc'h ganin, ra vo graet ar peoc'h ganin.


Evel-henn e komz an Uhel-Meurbet, hag a zo o chom er beurbadelezh, hag a zo santel e anv: Emaon o chom en ul lec'h uhel ha santel, hag ivez gant an den glac'haret hag uvel a spered, evit bevaat spered ar re zilorc'h hag evit bevaat kalon ar re c'hlac'haret.


Me a grou ar pezh a zo displeget gant ar muzelloù: Peoc'h, peoc'h d'an hini a zo pell ha d'an hini a zo tost, eme an AOTROU. Ya, e yac'haat a rin.


Ar re en em stag ouzh traoù aner ha touellus a zilez an hini a ra trugarez.


Lezel a ran ganeoc’h ar peoc’h, reiñ a ran deoc’h va feoc’h. Ne roan ket deoc’h evel ma ro ar bed. Na lezit ket ho kalon da vezañ trubuilhet pe spontet.


Lavaret em eus deoc’h an traoù-mañ evit ma ho po ar peoc’h ennon. Trubuilhoù ho po er bed, met bezit kalonek, me am eus trec’het ar bed.


rak, goude bezañ anavezet Doue, n’o deus ket roet gloar dezhañ evel da Zoue ha n’o deus ket e drugarekaet, met deuet int d’en em goll en o arguzennoù hag o c’halon dibourvez a zo bet leuniet a deñvalijenn.


rak rouantelezh Doue n’emañ ket an debriñ pe an evañ, met reizhder, peoc’h ha levenez er Spered-Santel.


Ra zeuio Doue an esperañs d’ho leuniañ eta a bep seurt levenez ha peoc’h er feiz, evit ma kreskot en esperañs dre c’halloud ar Spered-Santel.


O vezañ eta reishaet dre ar feiz, hon eus ar peoc’h gant Doue dre hon Aotrou Jezuz-Krist,


Evel ma ez eus ur bara hepken, ni evidomp da vezañ kalz n’omp nemet ur c’horf hepken, rak holl hon eus lod en hevelep bara.


Mar en em zisparti an hini difeiz, ra vo dispartiet, ar breur pe ar c’hoar n’int ket dalc’het neuze. Met Doue en deus hor galvet d’ar peoc’h.


Rak an holl draoù-se a zo evidoc’h, evit ma teuio ar c’hras-se, en ur greskiñ, da fonnañ ar pedennoù a drugarez eus kalz evit gloar Doue.


evit ma viot pinvidikaet e pep doare ha ma c’hellot ober pep seurt largentez, a lakaio ac’hanomp da rentañ trugarekadennoù da Zoue.


Dioutañ ar c’horf a-bezh, urzhiet mat hag unanet start dre sikour an holl juntoù, a denn e greskañs hervez an nerzh roet da bep ezel, evit ma vo savet e-unan er garantez.


Bez’ ez eus ur c’horf hepken hag ur Spered hepken, evel ivez ma’z oc’h bet galvet da un esperañs hepken dre ho kalvidigezh,


Bezit eta heñvelerien ouzh Doue, evel bugale karet-mat,


Trugarekait bepred evit an holl draoù Doue an Tad, en anv hon Aotrou Jezuz-Krist.


o trugarekaat an Tad en deus hol lakaet barrek da gaout lod en hêrezh ar sent er sklêrijenn.


gwriziennet ha diazezet ennañ, kreñvaet er feiz evel ma hoc’h eus bet desket, o fonnañ enni gant trugarezioù.


Petra bennak ma reot, dre gomz pe dre ober, grit holl en anv an Aotrou Jezuz, o trugarekaat drezañ Doue an Tad.


Trugarekait en holl draoù, rak evel-se eo bolontez Doue e Jezuz-Krist en ho keñver.


Pediñ a ran eta start, a-raok pep tra, ma vo graet goulennoù, pedennoù, erbedennoù, trugarekadennoù evit an holl dud,


Stourm ar stourm mat eus ar feiz, krog er vuhez peurbadus ez out bet galvet dezhi, hag ec’h eus graet eviti un anzavadenn gaer dirak kalz a destoù.


Neuze drezañ, kinnigomp hep paouez da Zoue un aberzh a veuleudi, da lavarout eo frouezh ar muzelloù a anzav e anv.


o lavarout: Amen! Ar veuleudi, ar gloar, ar furnez, ar c’hras, an enor, ar galloud, an nerzh, ra vint d’hon Doue e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos