Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Koloseiz 3:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Met dreist an holl draoù-se gwiskit ar garantez, liamm ar barfeted eo.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

14 Mes dreistholl en em viskit euz ar garantez, pehini eo an ere euz ar berfection.

Ver Capítulo Copiar




Koloseiz 3:14
18 Referencias Cruzadas  

Reiñ a ran deoc’h ur gourc’hemenn nevez: Ma en em garot an eil egile evel ma em eus ho karet, ma en em garot ivez an eil egile.


Setu va gourc’hemenn, ma en em garot an eil egile evel ma em eus ho karet.


me enno ha te ennon, evit ma vint unan en un doare klok, ha ma’c’h anavezo ar bed ec’h eus va c’haset hag ec’h eus o c’haret evel ma ec’h eus va c’haret.


Na dleit netra da zen, nemet ar garantez an eil evit egile, rak an hini a gar ar re all en deus leuniet al lezenn.


Evel-se en deus hon dibabet ennañ, a-raok krouidigezh ar bed, evit ma vimp santel ha didamall dirazañ er garantez,


oc’h en em stagañ da genderc’hel unvaniezh ar spered dre ere ar peoc’h.


kerzhit er garantez, evel m’en deus Krist ivez hor c’haret hag eo en em ginniget e-unan da Zoue evidomp e prof hag en aberzh a c’hwezh vat.


evit ma vo o c’halonoù frealzet, ma vint ereet start asambles er garantez, ma vint pinvidikaet gant ur skiant peurvat, evit anavezout mister Doue, an Tad ha Krist,


E keñver ar garantez etre breudeur, n’hoc’h eus ket ezhomm e vefe skrivet deoc’h, rak hoc’h-unan hoc’h eus desket digant Doue karout an eil egile,


Pal ar gourc’hemenn eo ar garantez a zeu eus ur galon c’hlan, eus ur goustiañs vat hag eus ur feiz wirion.


Setu perak, o lezel ar c’hentelioù kentañ eus Krist, en em roomp d’ar barfeted, hep lakaat a-nevez an diazez eus nac’hidigezh an oberoù marv, eus ar feiz e Doue,


Dreist-holl, ho pet an eil evit egile ur garantez birvidik, rak ar garantez a c’holoio un niver bras a bec’hedoù.


gant an doujañs-Doue ar vadelezh a vreur, gant ar vadelezh a vreur ar garantez.


E kement-mañ eo e teu bugale Doue ha bugale an diaoul d’en em reiñ da anavezout: piv bennak ne ra ket ar reizhder n’eo ket eus Doue, na kennebeut an hini na gar ket e vreur.


Ha kement-mañ eo e c’hourc’hemenn: ma kredimp en anv e Vab Jezuz-Krist ha ma en em garimp an eil egile, evel m’en deus gourc’hemennet deomp.


Hag ar c’hourc’hemenn-mañ hon eus bet digantañ: an hini a gar Doue, ra garo ivez e vreur.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos