Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 4:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

25 an hini a zo bet droukroet evit hor pec’hedoù hag a zo adsavet a varv evit hor reizhadur.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

25 pehini a zo bet livret evit hor pec’hejou, hag a zo resussitet evit hon justification.

Ver Capítulo Copiar




Romaned 4:25
34 Referencias Cruzadas  

Ha koulskoude en deus douget hor c'hleñvedoù, hag eo en em vec'hiet eus hor poanioù. Ha ni a soñje e oa skoet, pilet gant Doue, ha reuziet.


Dek sizhunvezh ha tri-ugent a zo divizet war da bobl ha war da gêr santel evit terriñ an disentidigezh, evit lakaat termen d'ar pec'hedoù, evit ober dic'haou evit an direizhder, evit degas ar reizhder peurbadus, evit siellañ ar weledigezh hag ar brofediezh, evit oleviñ Sant ar sent.


Goude an div sizhun ha tri-ugent, ar Mesiaz a vo lamet, met ne vo ket evitañ e-unan. Distrujet e vo kêr hag ar santual gant pobl ur mestr a zeuio, hag he diwezh a c'hoarvezo gant ul liñvadenn; ar glac'haroù a zo merket betek dibenn ar brezel.


Kleze, dihun a-enep va mêsaer, a-enep an den a zo kar din, eme AOTROU an armeoù, sko gant ar mêsaer, hag an deñved a vo stlabezet, hag e troin va dorn a-enep ar re vihan.


Evel-se n’eo ket deuet Mab an den evit bezañ servijet, met evit servijañ hag evit reiñ e vuhez e daspren evit kalz.


eñ hag a zo bet lakaet gant Doue da vezañ un aberzh a drugarez dre ar feiz en e wad, evit diskouez e reizhder dre ar pardon eus ar pec’hedoù graet diagent e-pad deizioù pasianted Doue,


Evel-se eta, mar en deus ur pec’hed hepken talvezet ar gondaonidigezh d’an holl dud, evel-se ivez dre un ober a reizhder hepken an holl dud o deus ar reizhadur a ro ar vuhez.


Rak ar pezh a oa dibosupl d’al lezenn, abalamour ma oa dinerzh dre ar c’hig, Doue, en ur gas e Vab e-unan en ur c’hig heñvel ouzh hini ar pec’hed, hag en abeg d’ar pec’hed, a gondaonas ar pec’hed er c’hig,


Ma n’eo ket adsavet Krist a varv, ho feiz a zo aner, emaoc’h c’hoazh en ho pec’hedoù,


Eñ a zo marvet evit an holl, evit na vevo ken evito o-unan ar re a vev, met evit an hini a zo marvet hag adsavet a varv evito.


Rak lakaet eo bet gantañ da vezañ pec’hed abalamour deomp an hini n’en deus ket anavezet ar pec’hed, evit ma teuimp da vezañ reizhder Doue ennañ.


a zo en em roet e-unan evit hor pec’hedoù evit hon tennañ eus ar c’hantved breinus-mañ, hervez bolontez Doue hon Tad,


Kroazstaget on bet asambles gant Krist ha, mar bevan, n’eo ket me ken a vev met Krist eo a vev ennon. Mar bevan c’hoazh er c’hig, e vevan dre ar feiz e Mab Doue en deus va c’haret hag a zo en em roet e-unan evidon.


Krist en deus hon dasprenet eus mallozh al lezenn, o vezañ bet graet mallozh evidomp, rak skrivet eo: Milliget eo kement hini a zo krouget ouzh ar c’hoad,


kerzhit er garantez, evel m’en deus Krist ivez hor c’haret hag eo en em ginniget e-unan da Zoue evidomp e prof hag en aberzh a c’hwezh vat.


a zo en em roet e-unan evit hon dasprenañ a bep direizhder hag evit hor glanaat, evel ur bobl a zo dezhañ e-unan, gredus evit an oberoù mat.


Pep beleg-meur a zo lakaet en e garg evit kinnig profoù hag aberzhoù, dre-se eo ret en defe ivez hemañ un dra bennak da ginnig.


en hevelep doare ivez Krist, o vezañ bet kinniget ur wech evit dougen pec’hedoù kalz a dud, en em ziskouezo un eil gwech hep pec’hed d’ar re en gortoz evit ar silvidigezh.


drezañ e kredit e Doue, eñ hag en deus e adsavet a-douez ar re varv ha roet dezhañ gloar, evit ma vije ho feiz hag hoc’h esperañs e Doue.


eñ hag en deus douget hor pec’hedoù e-unan en e gorf war ar c’hoad, evit ma teujemp, o vezañ marv d’ar pec’hed, da vevañ d’ar reizhder, eñ ez oc’h bet yac’haet dre e c’houlioù.


Rak Krist ivez en deus gouzañvet ur wech evit ar pec’hedoù, eñ reizh evit ar re zireizh, evit hon degas da Zoue. Lakaet eo bet d’ar marv er c’hig, met bevaet hervez ar Spered,


Eñ eo un aberzh-dic’haouiñ evit hor pec’hedoù, ha nann hepken evit hor re, met ivez evit re ar bed holl.


hag a-berzh Jezuz-Krist, an test feal, ar c’hentañ-ganet a-douez ar re varv ha Priñs rouaned an douar. D’an hini en deus hor c’haret, en deus hor gwalc’het eus hor pec’hedoù dre e wad


Ur c’hantik nevez a ganent o lavarout: Dellezek out da gemer al levr ha da zigeriñ ar sielloù anezhañ, rak lakaet out bet d’ar marv hag ec’h eus hon dasprenet da Zoue dre da wad, a bep meuriad, a bep yezh, a bep pobl, a bep broad,


Me a lavaras dezhañ: Aotrou, te a oar. Hag e lavaras din: Bez’ int ar re a zo deuet eus an trubuilh bras, gwalc’het o deus o saeoù ha gwennet anezho e gwad an Oan.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos