Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Galated 5:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

22 Met frouezh ar Spered a zo karantez, levenez, peoc’h, pasianted, madelezh, hegarated, feiz,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

22 Mes frouez ar Spered eo, ar garantez, ar joa, ar peoc’h, ar batianted, ar vadelez, ar garantez evit ar mad, ar fidelite, an dousder, an demperans;

Ver Capítulo Copiar




Galated 5:22
44 Referencias Cruzadas  

Bez' e vo evel ur wezenn plantet war vord doureier-red, a ro e frouezh en e vare ha na c'hoeñv ket he delioù; kement a ra a zeuio da vat.


Plantet e ti an AOTROU, e vleugnint e leurioù hon Doue.


Gwelloc'h eo diwezh un dra eget he fenn-kentañ. Gwelloc'h eo ur spered habask eget ur spered lorc'hus.


Setu e roin dezhi ar yec'hed hag ar pare, o fareañ a rin, dizoleiñ a rin dezho ur fonnusted a beoc'h hag a wirionez.


Efraim a lavaro: Petra am eus d'ober c'hoazh gant an idoloù? Me a selaouo anezhañ hag a sello outañ, me a vo evitañ evel ur siprezenn c'hlas, diouzhin eo e teuio da frouezh.


Pe lavarit eo mat ar wezenn hag eo mat he frouezh, pe lavarit eo fall ar wezenn hag eo fall he frouezh, rak anavezout a reer ur wezenn diouzh he frouezh.


Marteze e tougo frouezh, ha ma ne ra ket e troc’hi anezhi goude.


N’eo ket c’hwi hoc’h eus va dibabet, met me eo am eus ho tibabet hag am eus ho lakaet, evit ma’z eot ha ma tougot frouezh, ha ma vo ho frouezh kendalc’hus, hag evit ma roio va Zad deoc’h kement a c’houlennot em anv digantañ.


Lemel a ra kuit kement brank ennon na zoug ket a frouezh hag e tivarr kement brank a zoug frouezh, evit ma tougo c’hoazh muioc’h a frouezh.


Me eo ar winienn, c’hwi eo ar brankoù. An hini a chom ennon ha me ennañ, hennezh a zoug kalz a frouezh, rak hepdon ne c’hellit ober netra.


rak rouantelezh Doue n’emañ ket an debriñ pe an evañ, met reizhder, peoc’h ha levenez er Spered-Santel.


Va breudeur, me am eus an diarvar ez oc’h leun a vadelezh, karget a bep anaoudegezh, barrek d’en em aliañ an eil egile.


Rak Krist ivez n’eo ket en em blijet ennañ e-unan, met hervez ma’z eo skrivet: Dismegañsoù ar re a zismegañs ac’hanout a zo kouezhet warnon.


Ho pediñ a ran start eta, breudeur, dre hon Aotrou Jezuz-Krist ha dre garantez ar Spered, ma vrezelot ganin er pedennoù a reot da Zoue evidon,


Met bremañ, o vezañ dieubet eus ar pec’hed ha deuet sklavourien da Zoue, e tennit evit frouezh ar santeladur, hag evit diwezh ar vuhez peurbadus.


Evel-se, va breudeur, c’hwi ivez a zo deuet marv d’al lezenn dre gorf Krist, evit bezañ da unan all, da lavarout eo d’an hini a zo adsavet a-douez ar re varv, evit ma tougimp frouezh da Zoue.


Rak ar re a vev hervez ar c’hig a laka o c’harantez e traoù ar c’hig, met ar re a vev hervez ar spered a laka o c’harantez e traoù ar spered.


Bremañ eta, e chom an tri dra-mañ: ar feiz, an esperañs, ar garantez. Met ar brasañ anezho eo ar garantez.


Breudeur, galvet oc’h bet d’ar frankiz, koulskoude na gemerit ket digarez eus ar frankiz-se evit bevañ hervez ar c’hig, met bezit dre garantez servijer an eil d’egile.


d’en em nevesaat dre ar Spered en ho klevidigezh,


rak frouezh ar Spered en em zalc’h e pep seurt madelezh, reizhder ha gwirionez.


leuniet gant frouezh ar reizhder a zo dre Jezuz-Krist, evit gloar ha meuleudi Doue.


en hevelep doare ma en em renit en un doare dellezek eus an Aotrou, evit plijout dezhañ en holl draoù, o tougen frouezh e pep seurt oberoù mat hag o kreskiñ en anaoudegezh Doue,


hag evit ma vimp dieubet eus an dud diroll ha fall, rak ar feiz n’emañ ket gant pep hini.


En hevelep doare, ra vo o gwragez poellek, hep droukkomz, habask, feal en holl draoù.


Ra ne zisprizo den da yaouankiz, met bez ur skouer d’ar gredourien, dre ar ger, dre ar gundu, dre ar garantez, dre ar spered, dre ar feiz, dre ar c’hlanded.


O vezañ sentet ouzh ar wirionez dre ar Spered, hoc’h eus glanaet hoc’h eneoù evit kaout ur garantez a vreur didroidell. En em garit gant dalc’h an eil egile gant ur galon c’hlan,


Karout a rit anezhañ hep bezañ e welet, krediñ a rit ennañ hep bezañ e welet c’hoazh, hag en em laouenait gant ul levenez dilavarus ha glorius,


Berr a-walc’h em eus skrivet deoc’h dre Silvan, ur breur feal a gav din, evit aliañ ac’hanoc’h hag asurañ ac’hanoc’h penaos eo hounnezh gwir c’hras Doue, an hini e chomit start enni.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos