Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Efeziz 2:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 evit diskouez er c’hantvedoù da zont ar pinvidigezhioù divent eus e c’hras dre e vadelezh en hor c’heñver e Jezuz-Krist.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

7 evit diskouez, en amzeriou da zond, ar pinvidigezou dreist muzul euz he c’hras, dre he vadelez en hor c’henver‐ni en Jesus‐Christ.

Ver Capítulo Copiar




Efeziz 2:7
13 Referencias Cruzadas  

Benniget ra vo an AOTROU, Doue Israel, a gantved da gantved, ha ma lavaro an holl bobl: Amen! Meulit an AOTROU!


Va miret ec'h eus em eeunder, va lakaet ec'h eus da viken dirazout.


E-lec'h bezañ dilezet ha kasaet, hep ma vefe den o tremen drezout, me a raio ac'hanout ur veurded peurbadus, ul levenez a oad da oad.


Pe disprizañ a rez pinvidigezhioù e vadelezh, e basianted hag e hir gortozidigezh, hep anavezout e c’halv madelezh Doue ac’hanout d’ar geuzidigezh?


Ennañ hon eus an dasprenadur dre e wad, ar pardon eus ar pec’hedoù, hervez pinvidigezhioù e c’hras


Met Doue, hag a zo pinvidik e trugarez, abalamour d’ar garantez vras en deus hor c’haret ganti,


dezhañ ra vo ar gloar e-barzh an Iliz ha dre Jezuz-Krist, en holl oadoù, evit kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.


ha n’eo ket bet disklêriet da vugale an dud en amzer tremenet evel ma’z eo disklêriet bremañ dre ar Spered d’e ebestel santel ha d’e brofeded,


ha ma vo roet gloar da anv hon Aotrou Jezuz-Krist ennoc’h ha deoc’h ennañ, hervez gras hon Doue hag an Aotrou Jezuz-Krist.


Met pa’z eo en em ziskouezet madelezh Doue hor Salver hag e garantez evit an dud,


Diskuliet e voe dezho penaos ne oa ket evito o-unan met evidomp-ni e oant ministred eus an traoù-se, a zo bet disklêriet deoc’h bremañ gant ar re o deus prezeget an Aviel deoc’h dre ar Spered-Santel degaset eus an neñv, traoù hag a garfe an aeled o gwelout betek ar foñs.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos