Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 14:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

27 Lezel a ran ganeoc’h ar peoc’h, reiñ a ran deoc’h va feoc’h. Ne roan ket deoc’h evel ma ro ar bed. Na lezit ket ho kalon da vezañ trubuilhet pe spontet.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

27 Lezel a ran ar peoc’h ganeoc’h; rei a ran deoc’h va feoc’h; n’hen roan ket deoc’h evel ma ro ar bed. Na vezit ket troublet ho calon, ha bezit heb aoun.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 14:27
65 Referencias Cruzadas  

Evel-se rouantelezh Jozafad a voe sioul, hag e Zoue a roas dezhañ diskuizh a-bep tu.


Ma ro ehan, piv a gondaono? Ma kuzh e zremm, piv a sello outañ? E-keñver ur bobl pe e-keñver un den, evel-se e ra,


D'ar mestr-kaner; salm David. En em dennet on da gavout an AOTROU. Penaos eta e lavarit da'm ene: Tec'h d'ho menez evel ul labous?


N'en deus ket aon rak ar c'heloù fall, e galon a zo start, o fiziout en AOTROU.


Salm David. An AOTROU eo va sklêrijenn ha va dieubidigezh: Dirak piv em befe aon? An AOTROU eo diwaller va buhez: Dirak piv e spontfen?


Na'm zilam ket gant ar re zrouk ha gant ar vicherourien a zireizhder, ar re a lavar komzoù a beoc'h d'o nesañ, petra bennak ma'z eus drougiezh en o c'halon.


An AOTROU a roio nerzh d'e bobl. An AOTROU a vennigo e bobl dre ar peoc'h.


Doue a veulin hag e bromesa, an AOTROU a veulin hag e bromesa.


A-hed an deiz e red va enebourien war va lerc'h, rak kalz a ra brezel a-enep din, o Doue uhel-meurbet!


Ra varno da bobl gant reizhder ha da ezhommeien gant eeunder.


En e zeizioù e vleunio an den reizh, hag e vo ur fonnusted a beoc'h, betek ma ne vo ken al loar.


Ya, e silvidigezh a zo tost d'ar re a zouj anezhañ, evit ma vo ar gloar o chom en hon douar.


Ne'z po ket aon rak spouronoù an noz, na rak ar bir a nij en deiz,


Na'z pez ket aon rak ar spont buan, na rak distruj ar re zrouk pa en em gavo.


Setu, Doue eo va silvidigezh. Fiziañs am bo ha ne'm bo ket aon, an AOTROU, an AOTROU, eo va nerzh ha va meuleudi, ha bet eo va Salver.


Na'z pez ket aon, rak me a zo ganit, na sellez ket nec'het, rak me eo da Zoue; da nerzhañ a rin, da sikour a rin, da zerc'hel a rin gant dorn dehou va reizhder.


Na'z pez ket aon, preñvig Jakob, nemorant eus Israel, da sikour a rin, eme an AOTROU, Sant Israel eo da zasprener.


Da holl vibien a vo kelennet gant an AOTROU, ha peoc'h da vibien a vo bras.


Mont a reot er-maez gant levenez, hag e viot degaset e peoc'h. Ar menezioù hag ar c'hrec'hioù a laosko kriadennoù a levenez dirazoc'h, hag holl wez ar parkeier a stlako o daouarn.


Me a grou ar pezh a zo displeget gant ar muzelloù: Peoc'h, peoc'h d'an hini a zo pell ha d'an hini a zo tost, eme an AOTROU. Ya, e yac'haat a rin.


Kreskiñ e c'halloud, reiñ ur peoc'h diziwezh da dron David ha d'e rouantelezh, evit en startaat hag en harpañ er varnedigezh hag er reizhder, adalek bremañ ha da viken, gred AOTROU an armeoù a raio kement-se.


Na'z pez ket aon dirazo, rak ez on ganit evit dieubiñ ac'hanout, eme an AOTROU.


Pellaet ec'h eus ar peoc'h diouzh va ene, ankounac'haet em eus an eurvad.


Met te, mab an den, na'z pez ket aon dirazo, na'z pez ket aon dirak o c'homzoù, petra bennak ma'z out e-touez drez ha spern ha ma chomez e-touez ar c'hruged. Na'z pez ket aon dirak o c'homzoù, bez dizaon dirak o dremmoù, daoust ma'z int un ti disent.


Ar roue Nebukadnezar d'an holl bobloù, broadoù, yezhoù, a zo o chom war an douar holl: Ra vo kresket ar peoc'h ganeoc'h!


Neuze ar roue Dariuz a skrivas d'an holl bobloù, broadoù ha yezhoù, a oa o chom war an douar holl: Ra vo kresket ar peoc'h ganeoc'h!


Eñ a savo templ an AOTROU, eñ a zougo ar c'hloar, eñ a azezo hag a reno war e dron, hag e vo aberzhour war e dron, hag etrezo o-daou e vo graet un unvaniezh a beoc'h.


Ra droio an AOTROU e zremm warnout ha ra roio dit ar peoc'h!


N’ho pet ket aon eta rak int, rak n’eus netra goloet na dle bezañ dizoloet, ha netra kuzhet na dle bezañ anavezet.


evit sklêrijennañ ar re a zo azezet en deñvalijenn hag e skeud ar marv hag evit ren hor c’hammedoù en hent ar peoc’h.


E peseurt ti bennak ma’c’h antreot, lavarit da gentañ: Ra vo ar peoc’h war an ti-mañ!


Hag e lavaran deoc’h-c’hwi va mignoned: N’ho pet ket aon dirak ar re a lazh ar c’horf ha, goude-se, ne c’hellont ober netra ouzhpenn.


Gloar da Zoue el lec’hioù uhel meurbet! Peoc’h war an douar, bolontez vat e-keñver an dud!


Na lezit ket ho kalon da vezañ trubuilhet. Kredit e Doue, kredit ivez ennon.


Lavaret em eus deoc’h an traoù-mañ evit ma ho po ar peoc’h ennon. Trubuilhoù ho po er bed, met bezit kalonek, me am eus trec’het ar bed.


An abardaez eus an deiz-se, a oa ar c’hentañ eus ar sizhun, dorioù al lec’h ma oa an diskibien en em zastumet o vezañ serret gant aon rak ar Yuzevien, Jezuz a zeuas, en em ziskouezas en o c’hreiz hag a lavaras dezho: Ar peoc’h ra vo ganeoc’h!


Jezuz a lavaras dezho a-nevez: Ar peoc’h ra vo ganeoc’h! Evel m’en deus an Tad va c’haset, e kasan ivez ac’hanoc’h.


Eizh deiz goude, e ziskibien a oa a-nevez en ti ha Tomaz ganto. Jezuz a zeuas, an dorioù o vezañ serret, en em zalc’has en o c’hreiz hag a lavaras: Ar peoc’h ra vo ganeoc’h!


Setu aze ar ger en deus kaset da vibien Israel, en ur zisklêriañ dezho Aviel ar peoc’h dre Jezuz-Krist, Aotrou an holl.


An Aotrou a lavaras da Baol en ur weledigezh e-pad an noz: Na’z pez ket aon, met komz ha na dav ket,


d’an holl dud karet-mat gant Doue a zo e Rom, galvet da vezañ santelaet: Ar c’hras hag ar peoc’h ra vo roet deoc’h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!


Ra zeuio Doue an esperañs d’ho leuniañ eta a bep seurt levenez ha peoc’h er feiz, evit ma kreskot en esperañs dre c’halloud ar Spered-Santel.


O vezañ eta reishaet dre ar feiz, hon eus ar peoc’h gant Doue dre hon Aotrou Jezuz-Krist,


Rak mar d-omp bet, pa oamp enebourien, adunvanet gant Doue dre varv e Vab, muioc’h a-se o vezañ adunvanet, e vimp salvet dre e vuhez.


Karantez ar c’hig eo ar marv, met karantez ar spered eo ar vuhez hag ar peoc’h,


Ar c’hras hag ar peoc’h ra vo roet deoc’h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!


Ar c’hras hag ar peoc’h ra vo roet deoc’h a-berzh Doue an Tad hag hon Aotrou Jezuz-Krist,


Met frouezh ar Spered a zo karantez, levenez, peoc’h, pasianted, madelezh, hegarated, feiz,


Evit ar re holl a heulio ar reolenn-se, ra vo ar peoc’h hag an drugarez warno ha war Israel Doue!


ha peoc’h Doue, o trec’hiñ an holl glevidigezh, a viro ho kalonoù hag ho soñjoù e Jezuz-Krist.


d’ar sent ha d’ar vreudeur feal e Krist a zo e Kolose: Ar c’hras hag ar peoc’h ra vo roet deoc’h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!


Hag, o vezañ graet ar peoc’h drezañ, dre wad e groaz, plijet eo bet gant an Tad adunvaniñ drezañ pep tra gantañ, ken an traoù a zo war an douar evel ar re a zo en neñvoù.


Ha ra reno peoc’h Doue en ho kalonoù, galvet oc’h bet dezhañ evit bezañ ur c’horf hepken, ha bezit anaoudek.


Ar c’hras hag ar peoc’h ra vo roet deoc’h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!


Ra roio an Aotrou a beoc’h e-unan ar peoc’h deoc’h e pep amzer hag e pep doare! Ra vo an Aotrou ganeoc’h holl!


Rak Doue n’en deus ket roet deomp ur spered a abafder, met ur spered a nerzh, a garantez hag a emvestroni.


An Doue a beoc’h, hag en deus degaset en-dro a-douez ar re varv mesaer bras an deñved dre wad an emglev peurbadus, hon Aotrou Jezuz,


hag a resevas ivez digant Abraham an deog eus kement en doa kemeret, a dalv da lavarout da gentañ roue ar reizhder hervez e anv, ouzhpenn a oa roue Salem da lavarout eo roue a beoc’h,


Yann, d’ar seizh Iliz a zo en Azia: Ar c’hras hag ar peoc’h ra vo roet deoc’h a-berzh an hini a zo hag a oa hag a zeu, hag a-berzh ar seizh spered a zo dirak e dron,


Na’z pez ket aon rak netra eus an traoù az po da c’houzañv. Setu, an diaoul a ya da deurel hiniennoù ac’hanoc’h er prizon evit ma viot amprouet, hag ho po un trubuilh e-pad dek devezh. Bez feal betek ar marv, hag e roin dit ar gurunenn a vuhez.


Met evit ar re zidalvez, ar re ziskredik, ar re euzhus, ar vuntrerien, ar c’hastaouerien, ar strobinellerien, an idolourien hag an holl c’haouiaded, o lod a zo er stank o teviñ gant tan ha soufr, ar pezh a zo an eilvet marv.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos