Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 14:28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

28 Klevet hoc’h eus em eus lavaret deoc’h: Mont a ran kuit hag e tistroan davedoc’h. Mar karfec’h ac’hanon, ho pefe levenez eus ar pezh am eus lavaret: Mont a ran da gavout an Tad, rak va Zad a zo brasoc’h egedon.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

28 Klevet hoc’h euz em euz lavaret deoc’h: Mond a ran kuit, hag e teuan d’ho kavoud adare. Mar karjec’h ac’hanoun, c’houi a vije joaüs abalamour ma em euz lavaret: Mond a ran da gavoud an Tad; rag va Zad a zo brassoc’h eged’oun.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 14:28
29 Referencias Cruzadas  

Kirri Doue a zo niveret dre ugent mil, dre vilieroù azdoublet. Emañ an AOTROU en o c'hreiz, ar Sinai a zo er santual.


an douar a grenas, an neñvoù zoken a zeuas da vezañ dour dirak Doue, ar Sinai zoken a grenas dirak Doue, Doue Israel.


Setu va servijer a skoazellan, an hini am eus dibabet, ennañ va ene a gemer plijadur. Lakaet em eus va spered warnañ, hag ec'h embanno ar varnedigezh d'ar broadoù.


Gwelout a raio frouezh trevell e ene, hag e vo gwalc'het anezhañ. Va servijer reizh a reishaio kalz a dud dre an anaoudegezh o devo anezhañ, hag eñ e-unan a zougo o direizhder.


Setu va servijer am eus dibabet, va c’haret-mat, ennañ va ene en deus kemeret plijadur. Lakaat a rin va Spered warnañ hag ec’h embanno ar reizhder d’ar broadoù,


Met mar o gran, ha pa ne gredfec’h ket ac’hanon, kredit da’m oberoù, evit ma’c’h anavezot ha ma kredot ez eo an Tad ennon hag ez on ennañ.


E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, ar servijer n’eo ket brasoc’h eget e vestr, nag an abostol brasoc’h eget an hini en deus e gaset.


E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an hini a gred ennon a raio ivez an oberoù a ran, hag e raio reoù vrasoc’h eget ar re-mañ, abalamour ma’z an da gavout va Zad.


Ne lezin ket ac’hanoc’h emzivaded, dont a rin d’ho kavout.


Koulskoude e lavaran deoc’h ar wirionez, talvoudek eo deoc’h ez afen kuit, rak ma ne d-an ket kuit, ar Frealzer ne zeuio ket d’ho kavout. Met mar d-an kuit, e kasin anezhañ deoc’h.


Jezuz a lavaras dezhi: Na stok ket ennon, rak n’on ket c’hoazh pignet etrezek va Zad. Met kae da gavout va breudeur ha lavar dezho penaos e pignan etrezek va Zad hag ho Tad, etrezek va Doue hag ho Toue.


Jezuz a lavaras dezho a-nevez: Ar peoc’h ra vo ganeoc’h! Evel m’en deus an Tad va c’haset, e kasan ivez ac’hanoc’h.


Dre-se ar Yuzevien a glaskas c’hoazh muioc’h e lakaat d’ar marv, nann hepken dre ma torre ar sabad, met c’hoazh abalamour ma c’halve Doue e Dad e-unan, oc’h en em ober e-unan kevatal da Zoue.


Neuze Jezuz a lavaras dezho: Emaon ganeoc’h c’hoazh evit un nebeud amzer, hag ez in da gavout an hini en deus va c’haset.


Met fellout a ra din e oufec’h penaos Krist eo ar penn eus pep den, hag an den penn eus ar wreg, ha Doue penn eus Krist.


Karout a rit anezhañ hep bezañ e welet, krediñ a rit ennañ hep bezañ e welet c’hoazh, hag en em laouenait gant ul levenez dilavarus ha glorius,


a lavare: Me eo an Alfa hag an Omega, ar c’hentañ hag an diwezhañ, ar pezh a welez, skriv eñ en ul levr ha kas anezhañ d’ar seizh Iliz a zo en Azia, da Efez, da Smirna, da Bergam, da Diatira, da Sardiz, da Filadelfia ha da Laodikea.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos