Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 15:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Ra zeuio Doue an esperañs d’ho leuniañ eta a bep seurt levenez ha peoc’h er feiz, evit ma kreskot en esperañs dre c’halloud ar Spered-Santel.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

13 Ra zeui eta an Doue a esperans d’ho karga a bep seurt joa ha peoc’h, er feiz, evit ma creskot en esperans, dre c’halloud ar Spered‐Santel.

Ver Capítulo Copiar




Romaned 15:13
21 Referencias Cruzadas  

Mont a reot er-maez gant levenez, hag e viot degaset e peoc'h. Ar menezioù hag ar c'hrec'hioù a laosko kriadennoù a levenez dirazoc'h, hag holl wez ar parkeier a stlako o daouarn.


Te eo esperañs Israel, e zieuber en amzer an estrenvan, perak e vefes evel un diavaeziad er vro, hag evel ur beajour a zistro evit tremen an noz?


An AOTROU a yudo eus Sion, hag e vo klevet e vouezh eus Jeruzalem. An neñvoù hag an douar a vo brañsellet, met an AOTROU a vo ur vodenn evit e bobl hag an nerzh evit mibien Israel.


Na lezit ket ho kalon da vezañ trubuilhet. Kredit e Doue, kredit ivez ennon.


Lezel a ran ganeoc’h ar peoc’h, reiñ a ran deoc’h va feoc’h. Ne roan ket deoc’h evel ma ro ar bed. Na lezit ket ho kalon da vezañ trubuilhet pe spontet.


En em laouenait en esperañs. Bezit habask er glac’har. Kendalc’hit er bedenn.


rak rouantelezh Doue n’emañ ket an debriñ pe an evañ, met reizhder, peoc’h ha levenez er Spered-Santel.


dre c’halloud ar mirakloù hag ar burzhudoù, dre c’halloud Spered Doue, en hevelep doare ma em eus skuilhet dre holl Aviel Krist adalek Jeruzalem hag ar broioù nesañ betek Illiria.


Ra roio deoc’h an Doue a basianted hag a frealz da gaout an hevelep santadoù etrezoc’h hervez skouer Jezuz-Krist,


Va c’homz ha va frezegenn n’int ket bet dalc’het e lavarioù fromus furnez an den, met en un diskouezadur a Spered hag a c’halloud,


Ha Doue a zo galloudek evit ho leuniañ a bep seurt grasoù, evit, pa ho po e pep amzer hag e pep tra kement a zo ret, ma kreskot en holl oberoù mat,


Met frouezh ar Spered a zo karantez, levenez, peoc’h, pasianted, madelezh, hegarated, feiz,


Ar c’hras hag ar peoc’h ra vo roet deoc’h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist.


rak hon Aviel n’eo ket bet kemennet deoc’h gant komzoù hepken, met ivez gant galloud, gant ar Spered-Santel, ha gant ur surentez leun; c’hwi a oar penaos omp en em renet en ho touez hag e-keñver ac’hanoc’h.


Paol, abostol Jezuz-Krist dre c’hourc’hemenn Doue hor Salver hag hon Aotrou Jezuz-Krist hon esperañs,


Fellout a ra deomp e tiskouezfe pep hini ac’hanoc’h un hevelep aked, da virout betek an diwezh ur fiziañs leun en esperañs,


Karout a rit anezhañ hep bezañ e welet, krediñ a rit ennañ hep bezañ e welet c’hoazh, hag en em laouenait gant ul levenez dilavarus ha glorius,


Hag hi a lavaras: Ra gavo da servijerez trugarez dirak da zaoulagad. Hag ar vaouez a yeas gant hec'h hent, hag e tebras, hag he dremm ne voe ken evel diagent.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos