Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 15:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Izaia a lavar ivez: Dont a raio eus Jese ur wrizienn hag a savo da ren war ar broadoù, hag ar broadoù a espero enni.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

12 Izaias a lavar ive: Dond a rai euz a Jesse eur c’hrizien hag a zavo evit gouarn ar Jentiled; hag ar Jentiled a espero enhan.

Ver Capítulo Copiar




Romaned 15:12
24 Referencias Cruzadas  

Ar walenn ne vo ket pellaet diouzh Juda na bazh al lezenner eus etre e dreid, betek ma teuio ar Shilo, dezhañ sentidigezh ar pobloù!


Boaz a voe tad da Obed. Obed a voe tad da Jese.


E anv a chomo da viken. E anv a vo embannet e-keit ha ma lugerno an heol. Dre e anv e vior benniget. Galvet e vo eürus gant an holl vroadoù.


Dont a raio eus kef Jese ur bount, ur vroustenn a gresko diwar e wrizioù.


En deiz-se gwrizienn Jese a vo evel ur banniel savet evit ar pobloù; ar broadoù a glasko anezhi, hag he chomlec'h a vo glorius.


Lavaret en deus: Re nebeut eo dit bezañ va servijer evit adsevel meuriadoù Jakob hag evit distreiñ an nemorant eus Israel, da lakaat a ran evel sklêrijenn ar broadoù, evit degas va silvidigezh betek pennoù an douar.


AOTROU, va nerzh, va c'hreñvder, va repu en deiz an estrenvan, ar broadoù a zeuio da'z kavout eus pennoù an douar, hag e lavarint: Hon tadoù o deus bet da hêrezh gevier ha mogidelloù, traoù hep gounid.


En amzer ar rouaned-se, Doue an neñvoù a savo ur rouantelezh na vo biken distrujet. Ar rouantelezh-mañ ne dremeno ket da ur bobl all, hag e vruzuno hag e kaso da netra an holl rouantelezhioù-se, hag hi hec'h-unan a bado da viken,


Hag e voe roet dezhañ ar vestroniezh, ar c'hloar hag ar ren, hag an holl bobloù, broadoù ha yezhoù a servijas anezhañ. E vestroniezh a zo ur vestroniezh peurbadus na dremeno ket, hag e rouantelezh ne vo ket distrujet.


Eñ a vo en e sav, hag a reno gant sikour nerzh an AOTROU, gant meurded anv an AOTROU e Zoue. Chom a raint e peoc'h, rak meulet e vo betek pennoù pellañ an douar.


hag ar broadoù a espero en e anv.


Mar hon eus un esperañs e Krist nemet evit ar vuhez-mañ hepken, omp eus an holl dud ar re druezusañ.


Dre-se ivez eo e c’houzañvan an traoù-mañ, met ne’m eus ket mezh rak gouzout a ran e piv em eus kredet, hag on asur penaos eo galloudek evit mirout ar pezh a zo bet fiziet ennon betek an deiz-se.


drezañ e kredit e Doue, eñ hag en deus e adsavet a-douez ar re varv ha roet dezhañ gloar, evit ma vije ho feiz hag hoc’h esperañs e Doue.


Piv bennak en deus an esperañs-se ennañ en em c’hlana e-unan, evel ma’z eo glan e-unan.


Me Jezuz, am eus kaset va ael evit rentañ deoc’h testeni eus an traoù-mañ en Ilizoù. Me eo gwrizienn ha lignez David, steredenn lugernus ar beure.


Unan eus an henaourien a lavaras din: Na ouel ket. Setu, al leon a zo eus meuriad Juda, gwrizienn David, en deus trec’het evit digeriñ al levr ha dieren ar seizh siell anezhañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos