Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 9:30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

30 Petra a lavarimp eta? Penaos ar baganed na glaskent ket ar reizhder, o deus kavet ur reizhder, ar reizhder a zo dre ar feiz,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

30 Petra eta a livirimp‐ni? Penaos ar Jentiled, pere ne glaskent ket ar justis, ho deuz kavet ar justis, da lavaret eo, ar justis a zo dre ar feiz; eleac’h Israel,

Ver Capítulo Copiar




Romaned 9:30
28 Referencias Cruzadas  

Hent an hini drouk a zo un euzhusted evit an AOTROU, met karout a ra an den en em ro d'ar reizhder.


An hini a heuilh ar reizhder hag an drugarez a gavo ar vuhez, ar reizhder hag ar c'hloar.


Selaouit ouzhin, c'hwi hag a red war-lerc'h ar reizhder, c'hwi hag a glask an AOTROU. Sellit ouzh ar roc'h ez oc'h bet kizellet diouti, ouzh ar vengleuz ez oc'h bet tennet anezhi.


Rak krediñ a reer gant ar galon evit kaout ar reizhder, hag anzav a reer gant ar genoù evit kaout ar silvidigezh.


Hag Izaia a gred lavarout: Kavet on bet gant ar re na’m c’hlaskent ket, anavezet on bet gant ar re na c’houlennent ket diwar va fenn.


Met ar reizhder a zeu eus ar feiz a gomz evel-henn: Na lavar ket en da galon: Piv a bigno en neñv? Lakaat Krist da ziskenn eo;


Met mar deu hon direizhder da ziskouez reizhder Doue, petra a lavarimp? Daoust hag eo Doue direizh pa ziskouez e gounnar? Komz a ran evel an dud.


Hag e resevas sin an amdroc’h evel siell ar reizhder eus ar feiz en doa bet o vezañ diamdroc’h, evit bezañ tad d’ar re holl a gred petra bennak ma’z int diamdroc’h, ha ma vo ar reizhder ivez kontet dezho,


Evel-se ar bromesa da gaout ar bed da hêrezh n’eo ket bet graet da Abraham pe d’e lignez dre al lezenn, met dre reizhder ar feiz.


Setu perak kement-se a voe kontet dezhañ da reizhder.


An eürusted-se eta, daoust hag eo evit an amdroc’hidi hepken pe evit ar re ziamdroc’h ivez? Rak lavarout a reomp penaos ar feiz a voe kontet da Abraham da reizhder.


O vezañ eta reishaet dre ar feiz, hon eus ar peoc’h gant Doue dre hon Aotrou Jezuz-Krist,


Petra a lavarimp eta? Ha bez’ ez eus direizhder e Doue? N’eo ket!


met Israel hag a glaske ul lezenn a reizhder, n’eo ket deuet a-benn da gavout al lezenn-se a reizhder.


oc’h anavezout n’eo ket reishaet an den dre oberoù al lezenn met dre ar feiz eus Jezuz-Krist, hon eus hon-unan kredet e Jezuz-Krist, evit bezañ reishaet dre ar feiz e Krist ha nann dre oberoù al lezenn, rak kig ebet ne vo reishaet dre oberoù al lezenn.


Evel-se al lezenn a zo bet hor rener en deus hon degaset da Grist, evit ma vijemp reishaet dre ar feiz.


Ar Skritur, o rakwelout e reishaje Doue ar baganed dre ar feiz, he deus kemennet diagent an Aviel da Abraham, o lavarout: An holl vroadoù a vo benniget ennout!


Rak evidomp, dre ar Spered, e c’hortozomp eus ar feiz esperañs ar reizhder.


c’hwi a oa en amzer-se hep Krist, diavaezidi da gumuniezh Israel, estrañjourien e-keñver emglevioù ar bromesa, hep esperañs hag hep Doue er bed.


ha ma vin kavet ennañ, o kaout nann va reizhder a zeufe eus al lezenn, met an hini a zeu dre ar feiz e Krist, ar reizhder a zeu eus Doue dre ar feiz.


Met te, den Doue, tec’h diouzh an traoù-se ha klask ar reizhder, an doujañs-Doue, ar feiz, ar garantez, ar basianted, an douster.


Dre ar feiz Noe, aliet a-berzh Doue eus an traoù na weled ket c’hoazh, a voe leuniet a zoujañs, hag a reas un arc’h evit silvidigezh e diegezh. Drezi e kondaonas ar bed hag e teuas da vezañ heritour eus ar reizhder a zo hervez ar feiz.


Rak a-walc’h eo deomp bezañ graet en amzer hor buhez tremenet bolontez ar baganed, en ur gerzhout en hudurniezh, en droukc’hoantoù, er vezventi, er c’horfadoù hag en idolerezh argarzhus.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos