Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 5:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 Evel-se eta, mar en deus ur pec’hed hepken talvezet ar gondaonidigezh d’an holl dud, evel-se ivez dre un ober a reizhder hepken an holl dud o deus ar reizhadur a ro ar vuhez.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

18 Evel‐se eta, mar d’eo bet eur pec’hed hep‐ken pen‐caoz da gondaonation an holl dud, evel‐se ive, dre justis unan hep‐ken, a recevo an holl dud ar justification a behini a teu ar vuez.

Ver Capítulo Copiar




Romaned 5:18
17 Referencias Cruzadas  

Gwelout a raio frouezh trevell e ene, hag e vo gwalc'het anezhañ. Va servijer reizh a reishaio kalz a dud dre an anaoudegezh o devo anezhañ, hag eñ e-unan a zougo o direizhder.


Dont a reas da vezañ test, da reiñ testeni d’ar sklêrijenn, evit ma kredje an holl drezañ.


Ha me, pa vin bet savet eus an douar, e tennin an holl da’m c’havout.


Dont a rejont da gavout Yann hag e lavarjont dezhañ: Mestr, an hini a oa ganit d’an tu all d’ar Jordan hag ac’h eus roet testeni dezhañ, setu, e vadez hag an holl a ya d’e gavout.


ha penaos piv bennak a gred a zo reishaet drezañ eus an holl draoù na c’hellec’h ket bezañ reishaet anezho gant lezenn Moizez.


eñ hag a zo bet lakaet gant Doue da vezañ un aberzh a drugarez dre ar feiz en e wad, evit diskouez e reizhder dre ar pardon eus ar pec’hedoù graet diagent e-pad deizioù pasianted Doue,


an hini a zo bet droukroet evit hor pec’hedoù hag a zo adsavet a varv evit hor reizhadur.


Dre-se, evel ma’z eo dre un den hepken ez eo deuet ar pec’hed er bed ha dre ar pec’hed ar marv, evel-se ivez ar marv a zo deuet d’en em astenn war an holl dud, rak holl o deus pec’het.


Met n’emañ ket eus donezon ar c’hras evel eus ar pec’hed. Rak mar d-eo marvet tud e-leizh dre bec’hed unan hepken, kalz muioc’h gras Doue ha donezon ar c’hras deuet eus un den hepken, Jezuz-Krist, a zo en em skuilhet war galz a dud.


Rak evel dre disentidigezh un den hepken kalz a zo bet lakaet da vezañ pec’herien, evel-se ivez dre sentidigezh unan hepken kalz a vo lakaet da vezañ reizh.


Rak ar pec’hed n’en devo ken galloud warnoc’h, dre ma n’emaoc’h ket dindan al lezenn met dindan ar c’hras.


Hag evel ma varv an holl en Adam, en hevelep doare an holl a advevo e Krist,


Met gwelout a reomp Jezuz kurunet gant gloar hag enor; graet eo bet un nebeud izeloc’h eget an aeled dre ar marv en deus gouzañvet, evit dre c’hras Doue ma anavezje ar marv evit an holl.


Simon-Pêr, servijer hag abostol Jezuz-Krist, d’ar re o deus resevet da lod ur feiz ken prizius hag hon hini, dre reizhder hon Doue ha Salver Jezuz-Krist:


Resevet hoc’h eus an oleviadur a-berzh an hini santel, hag ec’h anavezit pep tra.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos