Romaned 5:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned17 Rak mar dre bec’hed unan hepken en deus ar marv renet dre unan hepken, kalz muioc’h ar re a resev ar fonnder eus ar c’hras hag eus donezon ar reizhder a reno er vuhez dre unan hepken, Jezuz-Krist. Ver CapítuloTestamant Nevez 1897 (Jenkins)17 Rag, mar d’eo deuet ar maro da ren abalamour da bec’hed unan hep‐ken, dre an den‐ze hep‐ken, kent a ze, ar re a receo an abondans euz ar c’hras hag euz an donezon a justis, a reno er vuez dre unan hep‐ken, da lavaret eo, dre Jesus‐Christ! Ver Capítulo |
Gwelout a ris tronioù; d’ar re a azezas warno e voe roet galloud da varn. Gwelout a ris eneoù ar re a voe bet dibennet evit testeni Jezuz hag evit ger Doue, ar re n’o doa ket azeulet al loen nag e skeudenn ha n’o doa ket degemeret e verk war o zalioù ha war o daouarn. Hag e vevjont hag e renjont gant Krist e-pad mil bloavezh.