Dont a rejont gant Zorobabel, Jezua, Nehemia, Seraja, Reelaja, Mardoke, Bilshan, Mispar, Bigvai, Rehum, Baana. Niver an dud eus pobl Israel a voe:
Nehemia 7:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Dont a rejont gant Zorobabel, Jezua, Nehemia, Azaria, Raamia, Nakamani, Mardoke, Bilshan, Mispered, Bigvai, Nehum, Baana. Niver an dud eus pobl Israel a voe: |
Dont a rejont gant Zorobabel, Jezua, Nehemia, Seraja, Reelaja, Mardoke, Bilshan, Mispar, Bigvai, Rehum, Baana. Niver an dud eus pobl Israel a voe:
Neuze Zorobabel mab Salatiel ha Jezua mab Jozadak a savas, hag en em adlakajont da sevel ti Doue a zo e Jeruzalem; ha ganto e oa profeded Doue, ouzh o skoazell.
Setu amañ pennoù ar proviñs a reas o diazez e Jeruzalem. E kêrioù Juda e voe o chom pep hini en e zalc'h, en e gêr, Israeliz, aberzhourien, Levited, Netiniz, mibien servijerien Salomon.
Setu amañ an aberzhourien hag al Levited a bignas gant Zorobabel mab Shealtiel, ha gant Jezua: Seraja, Jeremiaz, Ezdra,
Jezua a voe tad da Jojakim, Jojakim a voe tad da Eliashib, Eliashib a voe tad da Jojada,
Sallu, Amok, Hilkija, Jedaja. Ar re-se a voe pennoù an aberzhourien hag o breudeur en amzer Jezua.
Hag ar roue a lavaras din: Perak eo trist da zremm pa n'out ket klañv? Kement-se ne zeu nemet eus ur boan-galon. Neuze em boe aon vras,
Setu amañ mibien ar proviñs a bignas eus an harlu, a-douez ar re en doa harluet Nebukadnezar roue Babilon, hag a zistroas da Jeruzalem ha da Juda, pep hini d'e gêr.
O dremmoù hag o eskell a oa distag da grec'h, pep hini en doa div askell unanet an eil d'eben, ha div a c'holoe o c'horfoù.
D'an eilvet bloaz eus ar roue Dariuz, d'ar c'hwec'hvet miz, d'an deiz kentañ eus ar miz, komz an AOTROU a voe disklêriet dre Agge ar profed da Zorobabel mab Salatiel, gouarnour Juda, ha da Jozue mab Jozadak, an aberzhour-meur, o lavarout: