Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Nehemia 12:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Setu amañ an aberzhourien hag al Levited a bignas gant Zorobabel mab Shealtiel, ha gant Jezua: Seraja, Jeremiaz, Ezdra,

Ver Capítulo Copiar




Nehemia 12:1
22 Referencias Cruzadas  

Neuze Jezua mab Jozadak a savas gant e vreudeur, an aberzhourien, ha Zorobabel mab Salatiel gant e vreudeur, hag e savjont un aoter da Zoue Israel, evit kinnig al loskaberzhoù, evel ma'z eo skrivet e lezenn Moizez, den Doue.


D'an eilvet bloaz adalek o donedigezh e ti Doue e Jeruzalem, d'an eil miz, Zorobabel mab Salatiel, Jezua mab Jozadak, gant an nemorant eus o breudeur, an aberzhourien, al Levited, hag an holl re a oa deuet diouzh an harlu da Jeruzalem a stagas gant al labour. Hag e lakajont Levited, adalek an oad a ugent vloaz ha dreistoc'h, evit eveshaat ouzh labour ti an AOTROU.


Dont a rejont da gavout Zorobabel ha pennoù tadoù hag e lavarjont dezho: Ni a savo ivez ganeoc'h, rak e c'halvomp ho Toue eveldoc'h, ha dezhañ eo ec'h aberzhomp abaoe amzer Esar-Haddon roue Asiria, en deus hol lakaet da bignat amañ.


Neuze Zorobabel mab Salatiel ha Jezua mab Jozadak a savas, hag en em adlakajont da sevel ti Doue a zo e Jeruzalem; ha ganto e oa profeded Doue, ouzh o skoazell.


Hiniennoù eus mibien Israel, aberzhourien, Levited, kanerien, porzhierien, Netiniz, a bignas ivez da Jeruzalem er seizhvet bloaz eus ar roue Artakserksez.


Hag a-douez al Levited, darn eus Juda en em stagas ouzh Benjamin.


Jezua a voe tad da Jojakim, Jojakim a voe tad da Eliashib, Eliashib a voe tad da Jojada,


Amaria, Maluk, Hattush,


Dont a rejont gant Zorobabel, Jezua, Nehemia, Azaria, Raamia, Nakamani, Mardoke, Bilshan, Mispered, Bigvai, Nehum, Baana. Niver an dud eus pobl Israel a voe:


D'an eilvet bloaz eus ar roue Dariuz, d'ar c'hwec'hvet miz, d'an deiz kentañ eus ar miz, komz an AOTROU a voe disklêriet dre Agge ar profed da Zorobabel mab Salatiel, gouarnour Juda, ha da Jozue mab Jozadak, an aberzhour-meur, o lavarout:


Zorobabel mab Salatiel, Jozue mab Jozadak, an aberzhour-meur, hag an nemorant eus ar bobl a glevas mouezh an AOTROU o Doue ha komzoù Agge ar profed, hervez ar garg en doa e gaset eviti an AOTROU o Doue. Hag ar bobl en doe aon dirak an AOTROU.


An AOTROU a zihunas spered Zorobabel mab Salatiel, gouarnour Juda, ha spered Jozue mab Jozadak, an aberzhour-meur, ha spered an nemorant eus ar bobl, hag e teujont hag en em lakajont da labourat war di AOTROU an armeoù o Doue,


Komz eta ouzh Zorobabel mab Salatiel, gouarnour Juda, hag ouzh Jozue mab Jozadak, an aberzhour-meur, hag ouzh an nemorant eus ar bobl, ha lavar dezho:


Kemer arc'hant hag aour, ha gra kurunennoù ganto, ha laka anezho war benn Jozue mab Jozadak, an aberzhour-meur.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos