Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -


Nehemia 2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 2

1 Da viz Nisan, en ugentvet bloaz eus ar roue Artakserksez, evel ma oa ar gwin dirazañ, e kemeris ar gwin hag en kinnigis d'ar roue. Ne oan bet biskoazh trist a-wel dezhañ.

2 Hag ar roue a lavaras din: Perak eo trist da zremm pa n'out ket klañv? Kement-se ne zeu nemet eus ur boan-galon. Neuze em boe aon vras,

3 hag e respontis d'ar roue: Ra vevo ar roue da viken! Penaos ne vefe ket trist va dremm, pa chom kêr, lec'h bezioù va zadoù, gwastet, he dorojoù devet dre an tan?

4 Hag ar roue a lavaras din: Petra a c'houlennez? Neuze e pedis Doue an neñvoù,

5 hag e lavaris d'ar roue: Mar kav mat ar roue, mard eo da servijer plijus dit, kas me da Juda, war-zu kêr bezioù va zadoù evit hec'h adsevel.

6 Hag ar roue, koulz hag e wreg a oa azezet en e gichen, a lavaras din: Pegeit e pado da veaj, ha pegoulz e tistroi? Reiñ a ris dezhañ ur c'houlz, hag ar roue a gavas mat kas ac'hanon.

7 Hag e lavaris d'ar roue: Mar kav mat ar roue, ra vo roet din lizheroù evit gouarnourien an tu all d'ar stêr, evit ma lezint ac'hanon da dremen betek ma'c'h erruin e Juda,

8 hag ul lizher evit Azaf, gward koadeg ar roue, evit ma roio din koad evit frammoù dorojoù ar c'hreñvlec'h stag ouzh ti Doue, evit mogerioù kêr, hag evit an ti e-lec'h ma'z in. Hag ar roue a roas din kement-se, rak dorn mat va Doue a oa warnon.

9 Dont a ris eta da gavout ar c'houarnourien a zo en tu all d'ar stêr, hag e rois dezho lizheroù ar roue. Ar roue en doa kaset ganin ofiserien eus an arme ha marc'hegerien.

10 Samballad an Horonad ha Tobija ar servijer Ammonad, o vezañ klevet-se, o doe un desped bras rak e oa deuet unan bennak d'ober vad da vibien Israel.

11 Hag ec'h erruis e Jeruzalem, hag e chomis eno tri deiz.

12 Neuze e savis d'an noz, gant hiniennoù eus an dud, met ne zisklêriis da zen ar pezh en doa va Doue lakaet em c'halon d'ober da Jeruzalem. Ne oa ganin loen ebet nemet an hini ma oan warnañ.

13 Mont a ris eta d'an noz dre zor an Draonienn, hag ez is war-zu feunteun an Aerouant ha dor an Teil, en ur sellout ouzh mogerioù Jeruzalem a oa diskaret hag ouzh he dorojoù bet devet dre an tan.

14 Hag ez is da zor ar Feunteun hag etrezek stank ar Roue, met ne oa lec'h ebet ma c'hellfe tremen drezañ al loen dindanon.

15 Hag e pignis d'an noz dre ar froud en ur sellout ouzh ar voger, ha goude, o tistreiñ, e teuis en-dro dre zor an Draonienn.

16 Hag ar renerien ne ouient ket pelec'h e oan aet na petra a raen. Ne'm boa lavaret netra betek neuze, na d'ar Yuzevien, na d'an aberzhourien, na d'ar re vras, na d'ar renerien, na d'an nemorant a rae al labourioù.

17 Hag e lavaris dezho: Gwelout a rit ar gwalleur ez omp ennañ, penaos eo Jeruzalem gwastet hag he dorojoù devet dre an tan. Deuit, adsavomp moger Jeruzalem, ha ne vimp ken en dismegañs.

18 Disklêriañ a ris dezho e oa bet dorn mat va Doue warnon, hag ivez ar c'homzoù en doa ar roue lavaret din. Neuze e lavarjont: Savomp ha mañsonomp! Hag e kreñvajont o daouarn evit ober mat.

19 Met Samballad an Horonad, Tobija ar servijer Ammonad, ha Geshem an Arab, o vezañ klevet-se, a rejont goap ouzhimp hag hon disprizas o lavarout: Petra a rit? En em sevel a rit a-enep ar roue?

20 Hag e respontis dezho o lavarout: Doue an neñvoù e-unan a raio deomp ober berzh! Ni, e servijerien, ni a savo hag a vañsono, met c'hwi n'hoc'h eus na lod, na gwir, na eñvor e Jeruzalem.

Síguenos en:



Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos