Neuze e voe lavaret ur c'heloù da Zavid: Akitofel a zo e-touez an emsaverien gant Absalom. Ha David a lavaras: Da bediñ a ran AOTROU, disc'hra kuzul Akitofel.
Da bediñ a ran, AOTROU, ra vo da skouarn evezhiek ouzh pedenn da servijer, hag ouzh pedenn da servijerien o deus plijadur o toujañ da anv. Ro berzh hiziv da'z servijer, me az ped, ro dezhañ kavout trugarez dirak an den-mañ. Me a oa hanafer ar roue.
hag e lavaris: Da bediñ a ran, AOTROU, Doue an neñvoù, Doue bras ha spontus, a vir an emglev hag an druez evit ar re a gar ac'hanout hag a vir da c'hourc'hemennoù!
Hag e respontis dezho o lavarout: Doue an neñvoù e-unan a raio deomp ober berzh! Ni, e servijerien, ni a savo hag a vañsono, met c'hwi n'hoc'h eus na lod, na gwir, na eñvor e Jeruzalem.
Ar roue a lavaras da Ester, e-pad ma veze evet ar gwin: Petra a c'houlennez? Roet e vo dit. Petra eo da c'hoant? Ha pa vefe an hanter eus ar rouantelezh, roet e vo dit.
Hag en eil deiz-se, ar roue a lavaras c'hoazh da Ester, e-pad ma veze evet ar gwin: Petra a c'houlennez rouanez Ester? Roet e vo dit. Petra eo da c'hoant? Ha pa vefe an hanter eus ar rouantelezh, roet e vo dit.