Ezdra 5:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned2 Neuze Zorobabel mab Salatiel ha Jezua mab Jozadak a savas, hag en em adlakajont da sevel ti Doue a zo e Jeruzalem; ha ganto e oa profeded Doue, ouzh o skoazell. Ver Capítulo |
D'an eilvet bloaz adalek o donedigezh e ti Doue e Jeruzalem, d'an eil miz, Zorobabel mab Salatiel, Jezua mab Jozadak, gant an nemorant eus o breudeur, an aberzhourien, al Levited, hag an holl re a oa deuet diouzh an harlu da Jeruzalem a stagas gant al labour. Hag e lakajont Levited, adalek an oad a ugent vloaz ha dreistoc'h, evit eveshaat ouzh labour ti an AOTROU.