Neuze Jezua mab Jozadak a savas gant e vreudeur, an aberzhourien, ha Zorobabel mab Salatiel gant e vreudeur, hag e savjont un aoter da Zoue Israel, evit kinnig al loskaberzhoù, evel ma'z eo skrivet e lezenn Moizez, den Doue.
D'an eilvet bloaz eus ar roue Dariuz, d'ar c'hwec'hvet miz, d'an deiz kentañ eus ar miz, komz an AOTROU a voe disklêriet dre Agge ar profed da Zorobabel mab Salatiel, gouarnour Juda, ha da Jozue mab Jozadak, an aberzhour-meur, o lavarout: