Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ezdra 2:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Dont a rejont gant Zorobabel, Jezua, Nehemia, Seraja, Reelaja, Mardoke, Bilshan, Mispar, Bigvai, Rehum, Baana. Niver an dud eus pobl Israel a voe:

Ver Capítulo Copiar




Ezdra 2:2
24 Referencias Cruzadas  

An holl listri aour pe arc'hant a oa pemp mil pevar c'hant. Sheshbazar o c'hemeras holl, pa voe lakaet an harluidi da vont kuit eus Babilon da Jeruzalem.


Kiruz roue Persia o c'hasas er-maez dre zorn Mitredad an teñzorer, a niveras anezho ouzh o reiñ da Sheshbazar priñs Juda.


Setu amañ mibien ar broviñs a bignas eus an harlu, a-douez ar re en doa Nebukadnezar roue Babilon harluet da Vabilon, hag a zistroas da Jeruzalem ha da Juda, pep hini d'e gêr.


mibien Parosh, daou vil kant daouzek ha tri-ugent;


Neuze Jezua mab Jozadak a savas gant e vreudeur, an aberzhourien, ha Zorobabel mab Salatiel gant e vreudeur, hag e savjont un aoter da Zoue Israel, evit kinnig al loskaberzhoù, evel ma'z eo skrivet e lezenn Moizez, den Doue.


Met Zorobabel, Jezua hag ar pennoù tadoù all eus Israel a lavaras dezho: N'eo ket dereat e savfemp, c'hwi ha ni, un ti d'hon Doue. Met ni hon-unan en savo d'an AOTROU Doue Israel, evel m'en deus gourc'hemennet deomp Kiruz roue Persia.


Rehum ar pennrener ha Shimshai ar sekretour a skrivas ul lizher diwar-benn Jeruzalem d'ar roue Artakserksez evel-henn:


Neuze Zorobabel mab Salatiel ha Jezua mab Jozadak a savas, hag en em adlakajont da sevel ti Doue a zo e Jeruzalem; ha ganto e oa profeded Doue, ouzh o skoazell.


Setu amañ ar pennoù tadoù, ha lignezouriezh ar re a bignas ganin eus Babilon, e-pad ren ar roue Artakserksez.


Bunni, Azgad, Bebai,


Hag an holl Israeliz, en amzer Zorobabel hag en amzer Nehemia, a roe lodennoù ar ganerien ha lodennoù ar borzhierien deiz dre zeiz. Reiñ a raent d'al Levited an traoù santelaet, hag al Levited a roe da vibien Aaron an traoù santelaet.


Dont a rejont gant Zorobabel, Jezua, Nehemia, Azaria, Raamia, Nakamani, Mardoke, Bilshan, Mispered, Bigvai, Nehum, Baana. Niver an dud eus pobl Israel a voe:


D'an eilvet bloaz eus ar roue Dariuz, d'ar c'hwec'hvet miz, d'an deiz kentañ eus ar miz, komz an AOTROU a voe disklêriet dre Agge ar profed da Zorobabel mab Salatiel, gouarnour Juda, ha da Jozue mab Jozadak, an aberzhour-meur, o lavarout:


Zorobabel mab Salatiel, Jozue mab Jozadak, an aberzhour-meur, hag an nemorant eus ar bobl a glevas mouezh an AOTROU o Doue ha komzoù Agge ar profed, hervez ar garg en doa e gaset eviti an AOTROU o Doue. Hag ar bobl en doe aon dirak an AOTROU.


An AOTROU a zihunas spered Zorobabel mab Salatiel, gouarnour Juda, ha spered Jozue mab Jozadak, an aberzhour-meur, ha spered an nemorant eus ar bobl, hag e teujont hag en em lakajont da labourat war di AOTROU an armeoù o Doue,


Komz eta ouzh Zorobabel mab Salatiel, gouarnour Juda, hag ouzh Jozue mab Jozadak, an aberzhour-meur, hag ouzh an nemorant eus ar bobl, ha lavar dezho:


Komz ouzh Zorobabel gouarnour Juda o lavarout: Brañsellat a rin an neñvoù hag an douar,


Met bremañ, kalon dit Zorobabel! eme an AOTROU. Kalon dit Jozue mab Jozadak, aberzhour-meur! Kalon deoc'h-c'hwi holl bobl ar vro! eme an AOTROU. Ha labourit, rak me a zo ganeoc'h, eme AOTROU an armeoù,


Diskouez a reas din Jozue an aberzhour-meur, en e sav dirak ael an AOTROU, ha Satan en em zalc'he a-zehou dezhañ, evit e damall.


Ha Jozue a oa gwisket gant dilhad lous, hag en em zalc'he dirak an ael.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos