Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ezdra 2:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Setu amañ mibien ar broviñs a bignas eus an harlu, a-douez ar re en doa Nebukadnezar roue Babilon harluet da Vabilon, hag a zistroas da Jeruzalem ha da Juda, pep hini d'e gêr.

Ver Capítulo Copiar




Ezdra 2:1
27 Referencias Cruzadas  

Nebuzaradan penn ar warded a harluas an nemorant eus an dud a oa chomet e kêr, ar re a oa en em rentet da roue Babilon, hag an nemorant eus an engroez.


Holl re Israel a voe enrollet el lignezouriezh, ha setu ez int marilhet e Levr Rouaned Israel. Ha Juda a voe harluet da Vabilon en abeg d'o difealded.


Hag an dud kentañ a voe o chom en o dalc'hioù, en o c'hêrioù, a voe an Israeliz, an aberzhourien, al Levited hag an Netiniz.


An holl listri aour pe arc'hant a oa pemp mil pevar c'hant. Sheshbazar o c'hemeras holl, pa voe lakaet an harluidi da vont kuit eus Babilon da Jeruzalem.


Dont a rejont gant Zorobabel, Jezua, Nehemia, Seraja, Reelaja, Mardoke, Bilshan, Mispar, Bigvai, Rehum, Baana. Niver an dud eus pobl Israel a voe:


An aberzhourien, al Levited, tud ar bobl, ar ganerien, ar borzhierien, an Netiniz, a chomas en o c'hêrioù. Holl re Israel a voe o chom en o c'hêrioù.


Ra ouezo ar roue ez omp aet e proviñs Juda, da di an Doue bras a adsavint e mein-ben, ha koad a lakaint war ar mogerioù. An ti a zo savet buan, ha mont a ra prim al labour etre o daouarn.


Hag e voe kavet en Akmeta, kêrbenn proviñs Media, ur roll ma oa skrivet warnañ an eñvor-mañ:


Ar re a oa distroet eus ar sklaverezh, mibien ar re a zo bet harluet, a ginnigas loskaberzhoù da Zoue Israel, daouzek leueoù evit Israel a-bezh, c'hwezek tourz ha pevar-ugent, seitek oan ha tri-ugent, daouzek bouc'h evel aberzh-dic'haouiñ, holl e loskaberzhoù d'an AOTROU.


Setu amañ an aberzhourien hag al Levited a bignas gant Zorobabel mab Shealtiel, ha gant Jezua: Seraja, Jeremiaz, Ezdra,


En amzer Asueruz, an Asueruz-mañ a oa an hini a rene adalek India betek Etiopia war gant seizh proviñs warn-ugent,


degas Vasti ar rouanez dirak ar roue, gant ar gurunenn roueel, evit diskouez d'an dud ha d'ar briñsed he c'haerded, rak kaer e oa he dremm.


er trede bloaz eus e ren, e reas ur fest d'e holl briñsed ha d'e holl servijerien. Pennoù arme Persia ha Media, aotrounez ha priñsed ar proviñsoù a oa dirazañ.


Evel ma oa urzhiet, den ne oa bountet da evañ, rak ar roue en doa gourc'hemennet start d'e holl hanafourien servijañ evel ma felle da bep hini.


Kerkent, d'an trede deiz warn-ugent eus an trede miz, a zo miz Sivan, skriverien ar roue a voe galvet. Hag e voe skrivet d'ar Yuzevien kement a c'hourc'hemennas Mardoke, da ofiserien, da c'houarnourien ha da briñsed ar proviñsoù a oa adalek India betek Etiopia, kant seizh proviñs warn-ugent, da bep proviñs hervez e zoare da skrivañ ha da bep pobl hervez e yezh, ha d'ar Yuzevien hervez o doare da skrivañ hag hervez o yezh.


It er-maez eus Babilon, tec'hit diouzh ar Galdeiz! Roit da glevout gant youc'hadennoù, embannit kement-mañ, dougit kement-mañ betek penn an douar, lavarit: An AOTROU en deus dasprenet Jakob e servijer.


Hag e tegasin en-dro Israel d'e chomlec'h, hag e peuro war ar C'harmel hag ar Basan. E ene en devo e walc'h war menezioù Efraim ha Galaad.


Juda a zo bet harluet, er glac'har eo hag en ur sklavelezh bras. Emañ o chom e-touez ar broadoù ha ne gav diskuizh ebet. E holl heskinerien o deus e dapet en enkrez.


Hec'h enebourien a zo lakaet da bennoù, ar re a gasa anezhi a ra berzh. Rak an AOTROU en deus hec'h enkrezet en abeg d'he fec'hedoù niverus. He bugaligoù a zo aet dalc'het dirak an enebour.


Merc'h Sion, poan da zireizhder a zo echu, ne'z kaso ken en harlu. Merc'h Edom, kastizañ a raio da zireizhder, hag e tizoloio da bec'hedoù.


Hag e vo an aodoù-mañ evit nemorant ti Juda, eno e peurint. D'an abardaez e tiskuizhint e tiez Askelon, rak an AOTROU o Doue o gweladenno hag a zegaso en-dro o sklaved.


Ar gouarnour a lennas al lizher hag a c’houlennas a beseurt rannvro e oa Paol. O vezañ gouezet e oa eus Kilisia,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos