mar distroont da'z kavout a-greiz o holl galon hag o holl ene e bro o enebourien ma vint bet harluet enni, mar pedont o sellout etrezek o bro ac'h eus roet d'o zadoù, etrezek ar gêr-mañ ac'h eus dibabet, hag etrezek an ti-mañ am eus savet da'z anv,
Nehemia 1:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned ha goude, e tistroiot din, hag e virot va gourc'hemennoù, hag e reot hervezo, ha neuze, pa viot bet kaset betek pennoù an neñvoù, e tastumin ac'hanoc'h ac'hane, hag ho tegasin d'al lec'h am eus dibabet evit lakaat va anv. |
mar distroont da'z kavout a-greiz o holl galon hag o holl ene e bro o enebourien ma vint bet harluet enni, mar pedont o sellout etrezek o bro ac'h eus roet d'o zadoù, etrezek ar gêr-mañ ac'h eus dibabet, hag etrezek an ti-mañ am eus savet da'z anv,
An AOTROU a lavaras dezhañ: Selaouet em eus da bedenn hag ar goulenn ac'h eus graet ouzhin. Santelaet em eus an ti-mañ ac'h eus savet evit lakaat ennañ va anv da viken. Va daoulagad ha va c'halon a vo bepred eno.
Lavarit: Salv-ni, o Doue hor silvidigezh, hag hon dastum hag hon tenn a-douez ar broadoù, evit ma veulimp da anv santel, ha ma kavimp gloar en da veuleudioù.
Hag an Doue en deus lakaet e anv da chom eno, da zistrujo kement roue ha kement pobl en devo astennet e zorn da gemmañ an urzh-mañ ha da zistrujañ ti Doue a zo e Jeruzalem. Me Dariuz am eus roet an urzh-se. Ra vo sentet buan outañ.
Hor savete, AOTROU hon Doue, hag hon dastum a-douez ar broadoù, evit ma veulimp da anv santel, ha ma kavimp gloar en da veuleudioù.
hag en deus dastumet eus broioù ar sav-heol hag ar c'huzh-heol, eus an hanternoz hag eus ar c'hreisteiz.
Sevel a raio ar banniel etrezek ar broadoù, dastum a raio re dec'het Israel, hag e vodo re stlabezet Juda, eus pevar c'horn an douar.
En deiz-se e tiskaro an AOTROU ar frouezh, adalek red ar stêr Eufratez betek froud an Ejipt, hag e viot dastumet hini hag hini, o mibien Israel!
Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU, a zastum re stlabezet Israel: Dastum a rin ganto c'hoazh reoù all, ouzhpenn e re zastumet dija.
Hag e c'hoarvezo, goude bezañ o diframmet, ma em bo c'hoazh truez outo, hag e lakain pep hini anezho da zistreiñ d'e hêrezh, ha pep hini d'e zouar.
Distroit, mibien adfeilherien, eme an AOTROU, rak me eo hoc'h ozhac'h. Ho kemer a rin, unan eus ur gêr, daou eus un tiegezh, hag ho tegasin en-dro da Sion.
Broadoù, selaouit komz an AOTROU, he c'hemennit d'an inizi pell, lavarit: An hini en deus stlabezet Israel en dastumo hag en diwallo evel ur mêsaer e dropell.
Setu e tastumin anezho eus an holl vroioù ma em bo o c'haset kuit, em c'hounnar, em fulor hag em erez vras, hag o degasin en-dro d'al lec'h-mañ, evit ma chomint ennañ e surentez.
Evel-henn e komz an AOTROU: Ur bobl a zeu eus bro an Hanternoz, ur vroad vras a savo eus pennoù an douar.
Setu perak e lavari da di Israel: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Distroit, distroit diouzh hoc'h idoloù, distroit ho tremmoù diouzh hoc'h holl euzhusterioù.
Hag e tennin ac'hanoc'h a-douez ar broadoù, hag ho tastumin eus an holl vroioù, hag e tegasin ac'hanoc'h en ho pro.
Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Setu ez an da saveteiñ va fobl eus bro ar sav-heol hag eus bro ar c'huzh-heol.
Eñ a gaso e aeled gant an trompilh tregernus da zastum e re zibabet eus ar pevar avel, adalek ur penn pellañ eus an neñv betek ar penn all.
Mard eo pell diouzhit al lec'h dibabet gant an AOTROU da Zoue evit lakaat e anv da chom ennañ, e c'helli lazhañ eus da loened bras hag eus da loened bihan evel ma em eus gourc'hemennet dit, hag e c'helli o debriñ e-barzh da zorojoù hervez c'hoantoù da ene.
met klask a reot anezhañ el lec'h en devo dibabet an AOTROU ho Toue a-douez hoc'h holl veuriadoù, evit lakaat e anv da chom ennañ; dont a ri eno.
Pa c'hoarvezo an holl draoù-se am eus diskouezet dit, ar vennozh hag ar vallozh, ha pa soñji enno ez kalon e-touez an holl bobloù e-lec'h m'en devo kaset ac'hanout an AOTROU da Zoue,