Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 24:31 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

31 Eñ a gaso e aeled gant an trompilh tregernus da zastum e re zibabet eus ar pevar avel, adalek ur penn pellañ eus an neñv betek ar penn all.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

31 Hag hen a gasso he elez gant sôn skiltruz an drompil, hag an elez a zastumo assambles ar re choazet ganthan euz ar pevar avel, adaleg eur pen euz an env beteg ar pen all.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

31 Ean e zaveiou é Ælèd péré, dré er sôn sclintin ag er binieu, e dolpou er ré difforhet ag er puar horn ag er bed, ag er pén ag en Nean bed en arall.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 24:31
44 Referencias Cruzadas  

Ar beorien a zebro hag o devo o gwalc'h, ar re a glask an AOTROU a veulo anezhañ. Ho kalon a vevo da viken!


An douar en deus roet e frouezh, Doue, hon Doue, a vennigo ac'hanomp.


Kanit ar ganaouenn, lakait da zasseniñ an daboulinig, an delenn dudius hag al lourenn!


D'an trede deiz, diouzh ar beure, e voe kurunoù, luc'hed, ur goabrenn dev war ar menez, ha son ur shofar tregernus. An holl bobl a oa er c'hamp a grenas.


Sevel a raio ar banniel etrezek ar broadoù, dastum a raio re dec'het Israel, hag e vodo re stlabezet Juda, eus pevar c'horn an douar.


Eus ur vro bell, eus pennoù an neñvoù, e teu an AOTROU gant binvioù e vrouez, evit distrujañ ar vro holl.


En deiz-se e vo sonet gant ar shofar, hag ar re a oa kollet e bro Asiria, hag ar re a oa kaset kuit e bro Ejipt, a zeuio hag a stouo dirak an AOTROU, war ar menez santel e Jeruzalem.


Kanit d'an AOTROU ur ganaouenn nevez, kanit e veuleudi eus pennoù an douar, c'hwi hag a ziskenn d'ar mor ha kement a zo ennañ, inizi hag o zud!


Lavarout a rin d'an hanternoz: Ro! ha d'ar c'hreisteiz: Na zalc'h ket! Degas va mibien eus ar broioù pell, ha va merc'hed eus pennoù an douar,


Troit ouzhin hag e viot salvet, c'hwi holl pennoù an douar, rak me a zo Doue ha n'eus ket unan all.


Sav da zaoulagad en-dro dit, sell, holl en em zastumont, dont a reont da'z kavout. Me a zo bev, eme an AOTROU, te en em wisko ganto holl evel gant bragerizoù, te en em c'hourizo ganto evel ur wreg yaouank.


Sav da zaoulagad en-dro dit ha sell: an holl en em zastum hag e teuont da'z kavout, da vibien a zeu a-ziabell, da verc'hed a zo douget war an divrec'h.


Daniel a gomzas o lavarout: Me a selle em gweledigezh e-pad an noz, ha setu pevar avel an neñvoù a savas gant nerzh war ar mor bras.


Hag e tec’hot dre an draonienn-menez-mañ, rak an draonienn-menez a astenno betek Azel. Tec’hout a reot evel ma hoc’h eus tec’het dirak ar c’hren-douar, en deizioù Ozia roue Juda. Neuze e teuio an AOTROU va Doue, hag an holl sent a vo ganit.


Tec'hit, tec'hit er-maez eus bro an hanternoz, eme an AOTROU, rak ho stlabezet em eus e pevar avel an neñvoù, eme an AOTROU.


An ael a respontas hag a lavaras din: Bez' int pevar avel an neñvoù, o tont eus al lec'h m'en em zalc'hent dirak Aotrou an douar holl.


Hag e tilamin ar c'hirri eus Efraim hag ar c'hezeg eus Jeruzalem, ha gwareg an emgann a vo lamet kuit. Komz a raio diwar-benn ar peoc'h ouzh ar broadoù, ren a raio eus ur mor d'egile, hag eus ar stêr da bennoù pellañ an douar.


An AOTROU a vo gwelet a-us dezho, hag e vir a yelo evel al luc'hed. An Aotrou AOTROU a sono ar shofar hag a yelo e korventenn ar c'hreisteiz.


Mab an den a gaso e aeled da dennañ eus e rouantelezh an holl abegoù a wallskouer hag ar re a ra an direizhder,


Ha ma ne vije ket bet berraet an deizioù-se, den ebet ne vije salvet. Met abalamour d’ar re zibabet, an deizioù-se a vo berraet.


Rak fals-kristed ha fals-profeded a savo, hag e raint sinoù bras ha burzhudoù en hevelep doare ma tromplint, ma vije gallet, ar re zibabet o-unan.


Deskit dre ur barabolenn tennet eus ar wezenn-fiez. Pa zeu he brankoù da vezañ tener hag he delioù da vountañ, c’hwi a oar ez eo tost an hañv.


Pa zeuio Mab an den en e c’hloar, gant an holl aeled santel, ec’h azezo war dron e c’hloar.


Jezuz a dostaas outo, a gomzas outo hag a lavaras: Pep galloud a zo bet roet din en neñv ha war an douar.


Neuze e kaso e aeled da zastum e re zibabet eus ar pevar avel, adalek pennoù pellañ an douar betek pennoù pellañ an neñv.


Ha ret eo ma vo prezeget en e anv ar geuzidigezh ha pardon ar pec’hedoù e-touez an holl vroadoù, o vont da gentañ dre Jeruzalem.


ha ne oa ket evit ar vroad hepken, met ivez evit dastum en unan hepken mibien Doue a-stlabez.


Met e lavaran: Ha n’o deus ket klevet? Er c’hontrol, o mouezh a zo aet dre an douar holl hag o c’homzoù betek pennoù pellañ ar bed.


en ur predig-amzer, en ur serr-lagad, d’an drompilh diwezhañ, rak an drompilh a sono, hag ar re varv a adsavo divreinus, ha ni a vo cheñchet.


penaos, e roidigezh oberiañs an amzerioù, e tastumje an holl draoù e Krist, kement ar pezh a zo en neñvoù evel ar pezh a zo war an douar.


Pa vefes kaset e penn pellañ an neñvoù, ac'hane e tastumo ac'hanout an AOTROU da Zoue, hag ac'hane e tenno ac'hanout.


Goulenn digant an deizioù tremenet a zo bet a-raok dit, adalek an deiz ma krouas Doue an den war an douar, hag adalek penn an neñvoù betek dibenn an neñvoù, hag-eñ ez eus bet un dra ken bras, hag-eñ ez eus bet klevet un dra heñvel?


Rak an Aotrou e-unan a ziskenno eus an neñv, d’un arouez roet, da vouezh an arc’hael ha da son trompilh Doue, hag ar re a vo marv e Krist a adsavo da vev da gentañ;


Diwar-benn donedigezh Jezuz-Krist hag hon unaniezh gantañ, e pedomp ac’hanoc’h, breudeur,


nag ouzh son an drompilh, nag ouzh trouz ar gerioù a oa en un doare ken ma pedas ar re en kleve na vije mui komzet outo,


mister ar seizh steredenn ac’h eus gwelet em dorn dehou hag ar seizh kantolor aour. Ar seizh steredenn a zo aeled ar seizh Iliz, ar seizh kantolor ac’h eus gwelet a zo ar seizh Iliz.


Ar seizhvet ael a sonas, ha mouezhioù kreñv a voe klevet en neñv o lavarout: Rouantelezhioù ar bed a zo lakaet dindan galloud hon Aotrou hag e Grist. Eñ a reno e kantvedoù ar c’hantvedoù.


Goude-se, e welis pevar ael en em zalc’he e pevar c’horn an douar, o terc’hel ar pevar avel evit na c’hwezhfe avel ebet na war an douar, na war ar mor, na war wezenn ebet.


Hag e welis ar seizh ael en em zalc’h dirak Doue, hag e voe roet dezho seizh trompilh.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos