Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 24:30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

30 Neuze sin Mab an den en em ziskouezo en neñv, holl bobloù an douar a glemmo, hag e welint Mab an den o tont war goabr an neñv gant galloud ha gant ur gloar bras.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

30 Neuze e vezo gwelet sin Mab an den en env; neuze ive an holl boblou euz an douar a vezo glac’haret, hag a skoio var boul ho c’halon, hag e velint Mab an den o tond var goabrennou an env, gant eur galloud hag eur c’hloar braz.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

30 Nezé e vou guélet é splannein én aibre arresieu Mab en Dén, ha quentéh e vou cleuet gued en ob pobleu ag en douar clemmeu hirvoudus, hag e vou guélet Mab en Dén é tonnet arh er hogus gued un nerh hag ur vrastæd vras.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 24:30
17 Referencias Cruzadas  

Sellout a ris em gweledigezhioù noz, ha setu ma teue gant goabrennoù an neñvoù unan bennak heñvel ouzh Mab an den, a yeas da gavout Henaour an deizioù, hag e voe tostaet outañ.


Skuilhañ a rin war di David ha war dud Jeruzalem ar Spered a c'hras hag a bedennoù, hag e sellint ouzhin, an hini o deus toullet. Hag e raint kañv dezhañ evel ma reer kañv d'ur mab nemetañ, hag e ouelint c'hwerv evel ma oueler war ur mab kentañ-ganet.


En deiz-se e vo ur c'hañv bras e Jeruzalem, evel ma voe kañv Hadadrimmon e traonienn Megiddo.


Hag evel ma oa azezet war Venez an Olived, an diskibien a dostaas outañ a-du, o lavarout: Lavar deomp pegoulz e c’hoarvezo an traoù-se, ha pehini e vo ar sin eus da zonedigezh hag eus fin ar bed?


Ar pezh a c’hoarvezas en amzer Noe, evel-se a c’hoarvezo ivez da zonedigezh Mab an den.


hag ne ouezjont netra betek ma teuas al liñvadenn-veur d’o c’has holl ganti. Evel-se e vo ivez da zonedigezh Mab an den.


Jezuz a lavaras dezhañ: Henn lavaret ec’h eus. Ouzhpenn, e lavaran deoc’h, e welot hiviziken Mab an den azezet a-zehou da c’halloud Doue hag o tont war goabr an neñv.


Neuze e vo gwelet Mab an den o tont war ar c’hoabr gant ur galloud hag ur gloar bras.


Lavar deomp pegoulz e c’hoarvezo an holl draoù-se, ha dre beseurt sin e vo anavezet e vint prest d’en em gavout?


Neuze e vo gwelet Mab an den o tont war ur goabrenn gant galloud ha gant ur gloar bras.


Hiviziken Mab an den a vo azezet a-zehou da c’halloud Doue.


hag a lavaras: Tud a C’halilea, perak en em zalc’hit aze da sellout ouzh an neñv? Ar Jezuz-mañ, savet diganeoc’h en neñv, a zeuio en-dro en hevelep doare evel ma hoc’h eus e welet o pignat en neñv.


ha ma rofe deoc’h-c’hwi a zo glac’haret, an diskuizh ganeomp, pa en em ziskouezo an Aotrou Jezuz eus an neñv gant aeled e c’halloud, e-kreiz flammoù-tan,


Setu, emañ o tont war ar c’hoabr, ha pep lagad a welo anezhañ, zoken ar re o deus e doullet. Holl veuriadoù an douar a hirvoudo abalamour dezhañ. Ya. Amen.


Ur sin bras a voe gwelet en neñv: ur wreg gwisket gant an heol, hag al loar dindan he zreid, ha war he fenn ur gurunenn a zaouzek steredenn.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos