Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 24:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

29 Raktal goude glac’har an deizioù-se, an heol a vo teñvalaet, al loar ne roio ket he sklêrijenn, ar stered a gouezho eus an oabl, ha galloudoù an neñv a vo brañsellet.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

29 Rag‐tal goude an affliction euz an deiziou‐ze, an heol a devalaio, hag al loar na roio ket he sclerijen, hag ar stered a gwezo euz an env, ha puissansou an envou a vezo bransellet.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

29 Arlerh en deieu‐zé a gloés, en hiaul e zei de vout tihoél, el loér e vou hemb splandér, er stirèd e gouéhou ag er Nean, rac er nerh ag en Nean e vou bransellet.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 24:29
21 Referencias Cruzadas  

a-raok ma teuio an heol, ar sklêrijenn, al loar hag ar stered da deñvalaat, ha ma teuio en-dro ar c'houmoul goude ar glav,


Stered an neñvoù hag o steredegoù ne roint ken o lugern, an heol a vo teñvalaet adalek ma vo savet, al loar ne roio ken e sklêrijenn.


Al loar a ruzio, an heol a vo mezhek, pa reno AOTROU an armeoù war Venez Sion, e Jeruzalem, leun a c'hloar dirak e henaourien.


Holl arme an neñvoù en em deuzo, an neñvoù a vo ruilhet evel ul levr, hag o holl arme a gouezho, evel ma kouezh delienn ar winienn, evel ma kouezh hini ar fiezenn.


An douar a greno dirazo, an neñvoù a vo brañsellet, an heol hag al loar a deñvalaio, hag ar stered a serro o lugern.


An heol hag al loar a deñvalaio, hag ar stered a serro o lugern.


Devezh an AOTROU, ha ne vo ket teñvalijenn ha nann sklêrijenn, duder ha nann sked?


Hag e c'hoarvezo en deiz-se, eme an Aotrou AOTROU, ma rin d'an heol mont da guzh da greisteiz, ha ma teñvalain an douar e barr an deiz.


rak bez’ e vo neuze ur glac’har ken bras evel n’eus ket bet adalek penn-kentañ ar bed betek vremañ, ha ne vo biken.


An traoù-mañ ne vo nemet ar penn-kentañ eus ar gloazioù.


Deiz an Aotrou a zeuio evel ul laer en noz. En amzer-se an neñv a dremeno gant trouz vras, an elfennoù entanet a vo teuzet, an douar gant an oberoù a zo ennañ a vo devet holl.


Ar pevare ael a sonas, hag an deirvet lodenn eus an heol a voe skoet, an deirvet lodenn eus al loar hag an deirvet lodenn eus ar stered, en hevelep doare ma voe an deirvet lodenn teñvalaet, ma kollas an deiz an deirvet lodenn eus e sklêrijenn kenkoulz hag an noz.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos