Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -


Nehemia 1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 1

1 Komzoù Nehemia mab Hakalia. Da viz Kislev, en ugentvet bloaz, evel ma oan e Suza ar gêrbenn,

2 ec'h erruas Hanani, unan eus va breudeur, gant tud eus Juda. Hag e c'houlennatis anezho diwar-benn ar Yuzevien o deus tec'het, ar re o doa achapet eus an harlu, ha diwar-benn Jeruzalem.

3 Hag e lavarjont din: Ar restad o vezañ achapet eus an harlu a zo aze er proviñs, en ur reuzeudigezh bras hag en dismegañs; mogerioù Jeruzalem a zo diskaret hag he dorojoù a zo bet devet dre an tan.

4 Pa glevis ar c'homzoù-se, ec'h azezis da ouelañ, hag e ris kañv meur a zevezh, en ur yunañ hag en ur bediñ dirak Doue an neñvoù,

5 hag e lavaris: Da bediñ a ran, AOTROU, Doue an neñvoù, Doue bras ha spontus, a vir an emglev hag an druez evit ar re a gar ac'hanout hag a vir da c'hourc'hemennoù!

6 Da bediñ a ran, ra vo da skouarn evezhiek ha ra vo da zaoulagad digor, evit selaou pedenn da servijer, an hini a lavaran dirazout bremañ deiz ha noz, evit mibien Israel da servijerien, oc'h anzav pec'hedoù mibien Israel, ar re hon eus graet a-enep dit. Rak me va-unan ha ti va zad hon eus pec'het.

7 A-dra-sur ez omp kablus dirazout, ha n'hon eus ket miret ar gourc'hemennoù, ar reolennoù hag ar barnedigezhioù ac'h eus kemennet da Voizez da servijer.

8 Az pez soñj, me az ped, eus ar gomz ac'h eus roet da Voizez da servijer o lavarout: Ober a reot pec'hedoù, ha me ho stlabezo e-touez ar broadoù,

9 ha goude, e tistroiot din, hag e virot va gourc'hemennoù, hag e reot hervezo, ha neuze, pa viot bet kaset betek pennoù an neñvoù, e tastumin ac'hanoc'h ac'hane, hag ho tegasin d'al lec'h am eus dibabet evit lakaat va anv.

10 Hag a re-se eo da servijerien ha da bobl, ac'h eus dasprenet dre da c'halloud bras ha da zorn kreñv.

11 Da bediñ a ran, AOTROU, ra vo da skouarn evezhiek ouzh pedenn da servijer, hag ouzh pedenn da servijerien o deus plijadur o toujañ da anv. Ro berzh hiziv da'z servijer, me az ped, ro dezhañ kavout trugarez dirak an den-mañ. Me a oa hanafer ar roue.

Síguenos en:



Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos