Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 8:48 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

48 mar distroont da'z kavout a-greiz o holl galon hag o holl ene e bro o enebourien ma vint bet harluet enni, mar pedont o sellout etrezek o bro ac'h eus roet d'o zadoù, etrezek ar gêr-mañ ac'h eus dibabet, hag etrezek an ti-mañ am eus savet da'z anv,

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 8:48
27 Referencias Cruzadas  

Pa vo bet pilet da bobl Israel gant hec'h enebour, evit bezañ pec'het a-enep dit, mar distroont, mar roont gloar da'z anv, mar reont dit pedennoù ha goulennoù en ti-mañ,


selaou eus an neñvoù, eus al lec'h emaout o chom, o fedenn hag o goulenn, gra reizhder dezho,


A-raok dezhañ ne oa bet roue ebet heñvel outañ, troet etrezek an AOTROU eus e holl galon, eus e holl ene, hag eus e holl nerzh, hervez holl lezenn Moizez. Ha war e lerc'h, n'eus ket bet savet hini heñvel outañ.


ha goude, e tistroiot din, hag e virot va gourc'hemennoù, hag e reot hervezo, ha neuze, pa viot bet kaset betek pennoù an neñvoù, e tastumin ac'hanoc'h ac'hane, hag ho tegasin d'al lec'h am eus dibabet evit lakaat va anv.


Da glask a ran eus kreiz va c'halon, na'm lez ket da zieñchañ pell diouzh da c'hourc'hemennoù!


Krial a ran a-greiz va c'halon, respont din, AOTROU, hag e virin da reolennoù.


Eürus ar re vir e destenioù, a glask anezho a-greiz o c'halon,


Va mab, ro din da galon, ha ra lakaio da zaoulagad evezh ouzh va hentoù.


Hag e roin dezho ur galon da'm anavezout, me an AOTROU, hag e vint va fobl hag e vin o Doue, dre ma tistroint da'm c'havout a-greiz-kalon.


Hag en desped da gement-se holl, Juda he c'hoar c'hanas n'eo ket distroet ouzhin a-greiz he c'halon, met gant touell, eme an AOTROU.


Pa ouezas Daniel e oa sinet ar skrid, ez eas d'e di. E brenestroù a oa digor en e gambr etrezek Jeruzalem, hag e taouline teir gwech bemdez, hag e pede hag e veule e Zoue, evel m'en deveze graet diagent.


Neuze an dud-se a vodadas hag a gavas Daniel o pediñ hag oc'h ober goulennoù digant e Zoue.


An holl boan-se a zo deuet warnomp hervez ar pezh a zo skrivet e lezenn Voizez, ha n'hon eus ket pedet an AOTROU hon Doue, evit hon distreiñ diouzh hon direizhder hag hon lakaat evezhiek ouzh da wirionez.


pec'het hon eus, graet hon eus an direizhder, bet omp drouk ha disent, distroet hon eus diwar da c'hourc'hemennoù ha da varnedigezhioù,


Neuze ec’h anzavint o direizhder ha direizhder o zadoù, ha penaos o devo disentet ouzhin ha kerzhet a-enep din.


Va zaolet ec'h eus en donder, e kalon ar mor, an doureier o deus va c'helc'hiet, da holl donnoù ha da holl wagennoù o deus tremenet dreiston.


O stlabezet em eus e-touez ar pobloù, met er broioù pell o devo soñj ac'hanon, hag e vevint gant o mibien, hag e tistroint.


Evel ma’z aent dre an hent, ec’h errujont e-lec’h ma oa dour, hag an eunuk a lavaras: Setu dour, petra a vir na vefen badezet?


Rak krediñ a reer gant ar galon evit kaout ar reizhder, hag anzav a reer gant ar genoù evit kaout ar silvidigezh.


Mar klaskez ac'hane an AOTROU da Zoue, e kavi anezhañ, pa en klaski eus da holl galon hag eus da holl ene.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos