mar distroont da'z kavout a-greiz o holl galon hag o holl ene e bro o enebourien ma vint bet harluet enni, mar pedont o sellout etrezek o bro ac'h eus roet d'o zadoù, etrezek ar gêr-mañ ac'h eus dibabet, hag etrezek an ti-mañ am eus savet da'z anv,
pardon da'z pobl he devo pec'het a-enep dit an holl bec'hedoù o devo graet a-enep dit, gra ma vint un dra a drugarez evit ar re o devo o harluet ha m'o devo truez outo,