O frikañ a ran evel poultr an douar, o bruzunañ hag o mac'hañ a ran evel fank ar straedoù.
Mika 7:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Va enebourez en gwelo, hag ar vezh he goloio, hi hag a lavare din: Pelec'h emañ an AOTROU da Zoue? Va daoulagad a welo anezhi, pa vo mac'het evel fank ar straedoù. |
O frikañ a ran evel poultr an douar, o bruzunañ hag o mac'hañ a ran evel fank ar straedoù.
Krial a reont, met n'eus dieuber ebet, krial a reont d'an AOTROU, met ne respont ket dezho.
Ra vo mezhek ha toutek an holl re a laouena em gwalleur! Ra vo gwisket a vezh hag a spont ar re a sav lorc'hus a-enep din!
Lavarout a rin da Zoue, va roc'h: Perak ec'h eus va ankounac'haet? Perak e kerzfen en dristidigezh, dindan gwask an enebour?
Va ene en deus sec'hed eus Doue, eus an Doue bev. Pegoulz ez in hag en em zalc'hin dirak dremm Doue?
A-raok n'o devo santet ho chaodouronoù an tan drein, glas pe danet, an avel o c'haso kuit.
Perak e lavarfe ar broadoù: Pelec'h emañ o Doue? Ra en em ziskouezo dirak hon daoulagad, e-touez ar broadoù, veñjañs gwad da servijerien a zo bet skuilhet!
Va daoulagad en em blij o sellout, ha va divskouarn o klevout an dud fall-se a sav em enep.
AOTROU, da zorn a zo savet uhel, ne welont ket anezhañ, met mar gwelont da c'hred evit da bobl, neuze e vint mezhekaet, hag an tan miret evit da enebourien a lonko anezho.
E savet em eus eus an hanternoz hag e teuio; eus ar sav-heol e c'halvo va anv, kerzhout a raio war ar briñsed evel war ar fank, evel ma vac'h ar poder ar pri.
Hag e roin da Vabilon ha da holl dud Kaldea, dirak ho taoulagad, an holl zroug o deus graet e Sion, eme an AOTROU.
Mezhek e oamp, a lavarot, o klevout an dismegañsoù hon eus klevet. Ar vezh he deus goloet hon dremmoù, pa'z eo deuet diavaezidi a-enep santualioù ti an AOTROU.
En em c'hourizañ a raint gant seier, ar spouron o goloio, ar vezh a vo war o holl zremmoù, o holl bennoù a vo touzet.
Bremañ eta mard oc'h prest, kerkent hag e klevot son ar c'horn, ar c'hleron, ar gitar, al lourenn, an delenn, ar binioù, ha pep seurt binvioù-seniñ, e stouot hag ec'h azeulot an delwenn am eus savet. Met ma n'azeulit ket, raktal e viot taolet er fornez-dan grizias. Ha petore doue a zieubo ac'hanoc'h eus va dorn?
Ra ouelo etre ar porched hag an aoter an aberzhourien a ra servij an AOTROU, ha ra lavarint: AOTROU, espern da bobl! Na ro ket da hêrezh d'an dismegañs ha da c'hoap ar broadoù. Perak e vefe lavaret e-touez ar pobloù: Pelec'h emañ o Doue?
En abeg d'ar feulster ec'h eus diskouezet e-keñver da vreur Jakob, e vi goloet a vezh ha lamet kuit da viken.
Na gav ket dudi o welout deiz da vreur, deiz e enkrez; na laouena ket war vibien Juda en deiz o distruj; na zigor ket ur genoù frank en deiz an estrenvan;
Ha bremañ meur a vroad en em zastum ez enep, hag a lavar: Ra vo saotret, ra welo hol lagad en Sion ar pezh a fell dezhañ!
Na laouena ket diwar va fenn, te va enebourez! Mard on kouezhet, ec'h adsavin, mard on azezet en deñvalijenn, an AOTROU a vo va sklêrijenn.
An AOTROU en deus tennet ar setañsoù douget ez enep, pellaet en deus da enebour. Roue Israel, an AOTROU, a zo ez kreiz, ne weli ken ar gwalleur.
Bez' e vint evel tud kadarn o vac'hañ fank ar straedoù en emgann. Stourm a raint, rak an AOTROU a zo ganto, hag ar varc'hegerien a vo mezhek war o c'hezeg.
Ho taoulagad henn gwelo, hag e lavarot: An AOTROU en em uhela en tu all da harzoù Israel.
Ha mac'hañ a reot ar re zrouk, rak evel ludu e vint dindan solioù ho treid en deiz ma kempennan, eme AOTROU an armeoù.
En em fiziout a rae e Doue, ra zieubo Doue anezhañ bremañ mar kar anezhañ, rak lavaret en deus: Me eo Mab Doue.
Ar Gananeiz hag holl annezidi ar vro a glevo kement-se hag en em droint a-enep deomp, hag e lamint hon anv a-ziwar an douar. Ha petra a ri evit da anv bras?
Neñv, en em laouena abalamour dezhi, kenkoulz ha c’hwi ebestel ha profeded santel. Rak Doue en deus graet warni barnedigezh hoc’h abeg.