Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 18:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

20 Neñv, en em laouena abalamour dezhi, kenkoulz ha c’hwi ebestel ha profeded santel. Rak Doue en deus graet warni barnedigezh hoc’h abeg.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

20 O env, en em laouenna abalamour dezhi, ha c’houi ive, ebestel ha profeted santel; rag Doue hen deuz accomplisset varnezhi he varnedigezou abalamour deoc’h.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 18:20
26 Referencias Cruzadas  

An dud reizh a wel kement-se hag a laouena, met genoù ar re zireizh a chom serret.


Milligañ a raint, te a vennigo. Sevel a reont, met int a ruzio ha da servijer a laouenaio.


An AOTROU a zo bev! Benniget ra vo va roc'h! Uhelaet ra vo Doue va silvidigezh,


Evel da anv, o Doue, evel-se eo da veuleudi betek pennoù an douar! Da du dehou a zo leun a reizhder.


A-raok n'o devo santet ho chaodouronoù an tan drein, glas pe danet, an avel o c'haso kuit.


Doue ar veñjañsoù, AOTROU, Doue ar veñjañsoù, laka da splannder da lugerniñ!


Pa'z a mat gant an dud reizh, kêr a laouena, ha pa varv ar re zrouk, ez eus kanaouennoù.


Rak setu, dont a ra an AOTROU er-maez eus e chomlec'h, evit kastizañ drougiezh tud an douar. Hag an douar a ziskouezo ar gwad bet skuilhet warnañ, ha ne guzho ket ken e re lazhet.


Kanit, o neñvoù! Rak an AOTROU en deus graet e oberenn. Youc'hit, o donderioù an douar! Laoskit kriadennoù a levenez, o menezioù, koadegoù hag holl wez a zo enno! Rak an AOTROU en deus dasprenet Jakob ha diskouezet e c'hloar en Israel.


Neñvoù, kanit gant joa! Douar, laouena! Menezioù, laoskit kriadennoù a levenez! Rak an AOTROU en deus frealzet e bobl, truez en deus bet ouzh e re c'hlac'haret.


An AOTROU en deus tennet ar setañsoù douget ez enep, pellaet en deus da enebour. Roue Israel, an AOTROU, a zo ez kreiz, ne weli ken ar gwalleur.


o vezañ bet savet war diazez an ebestel hag ar brofeded, ez eo Jezuz-Krist e-unan ar maen-korn;


ha n’eo ket bet disklêriet da vugale an dud en amzer tremenet evel ma’z eo disklêriet bremañ dre ar Spered d’e ebestel santel ha d’e brofeded,


Eñ eo ivez en deus lakaet lod da ebestel, lod all da brofeded, lod all da avielourien, lod all da bastored ha doktored,


mezviañ a rin va biroù gant o gwad, va c'hleze a zebro o c'hig, diwar gwad ar re c'hloazet hag ar re zalc'het, diwar penn mestroù an enebour.


evit ma ho po soñj eus ar gerioù a zo bet lavaret diaraok gant ar brofeded santel, hag eus hor gourc’hemenn-ni ebestel an Aotrou ha Salver.


Met c’hwi, re garet-mat, ho pet soñj eus an traoù a zo bet rak-lavaret gant ebestel hon Aotrou Jezuz-Krist.


Dre-se en em laouenait, neñvoù, ha c’hwi a chom enno. Gwalleur d’an dud a chom war an douar ha war ar mor, rak an diaoul a zo diskennet war-zu ennoc’h gant ur fulor vras hag o c’houzout n’en deus nemet nebeud amzer.


Grit dezhi evel ma he deus graet deoc’h ha roit dezhi an daougement eus ar pezh he deus graet. En hanaf m’he deus mesket, meskit dezhi an daougement.


Gant ur vouezh kreñv e krient o lavarout: Aotrou santel ha gwirion, pegeit e chomi hep barn hag hep veñjiñ hor gwad war ar re a chom war an douar?


Ra yelo da get evel-se, o AOTROU, da holl enebourien! Ra vo ar re a gar ac'hanout evel an heol pa en em ziskouez en e nerzh! Hag ar vro a voe sioul e-pad daou-ugent vloaz.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos