Perak e lavarfe ar broadoù: Pelec'h emañ o Doue? Ra en em ziskouezo dirak hon daoulagad, e-touez ar broadoù, veñjañs gwad da servijerien a zo bet skuilhet!
En em vodit holl, ha selaouit: Pehini anezho en deus disklêriet an traoù-se? An AOTROU en deus e garet: eñ a gaso da benn e blijadur a-enep Babilon, e vrec'h a vo a-enep ar Galdeiz.
Youc'hit a-enep dezhi tro-dro, astenn a ra he dorn, he diazezoù a zo kouezhet, he mogerioù a zo diskaret, veñjañs an AOTROU eo. En em veñjit warni, grit dezhi evel m'he deus graet.
Lemmit ar biroù, kemerit ar skoedoù! An AOTROU en deus dihunet spered rouaned Media, dre ma fell dezhañ distrujañ Babilon, amañ emañ veñjañs an AOTROU, veñjañs e dempl.
drezout em eus brevet ar mesaer hag e dropell, drezout em eus brevet al labourer-douar hag e denn, drezout em eus brevet ar c'houarnerien hag ar renerien.
rak eo deuet an distrujer warni, war Vabilon, tapet eo he c’hadarnidi, torret eo o gwaregoù, an AOTROU eo Doue ar veñjañs, hag e roio da bep hini ar pezh a zo dleet dezhañ.