Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Abdia 1:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 En abeg d'ar feulster ec'h eus diskouezet e-keñver da vreur Jakob, e vi goloet a vezh ha lamet kuit da viken.

Ver Capítulo Copiar




Abdia 1:10
30 Referencias Cruzadas  

Jakob a respontas da Rebeka e vamm: Setu, Ezaü va breur a zo blevek ha me n'on ket.


Ezaü a gasaas Jakob abalamour d'ar vennozh en doa roet dezhañ e dad. Hag Ezaü a lavaras en e galon: Deizioù kañv va zad a dosta hag e lazhin Jakob va breur.


Rak deuet e oa c'hoazh an Edomiz, o doa kannet Juda ha tapet prizonidi.


Ra vo va enebourien gwisket a zismegañs, ha goloet gant o mezh evel gant ur vantell!


Goleiñ a rin a vezh e enebourien, ha warnañ e lugerno e dalgen.


AOTROU, az pez soñj eus mibien Edom, a lavare en deiz Jeruzalem: Touzit, touzit betek he diazez!


Ra ne vo ket mezhek ar re a esper ennout en abeg din, Aotrou, AOTROU an armeoù! Ra ne vo ket mezhek ar re a glask ac'hanout en abeg din, o Doue Israel!


Lakaet ec'h eus e sked da baouez, e dron ec'h eus taolet d'an douar.


Bennozhioù a zo war benn an den reizh, met an taerder a c'holoio o genoù d'ar re zrouk.


An hini a ra goap ouzh ar paour a zismegañs e grouer, hag an hini a laouena eus ur gwalleur ne chomo ket digastiz.


Evel-henn e komz an AOTROU a-enep va holl amezeien fall a zorn war an hêrezh am eus roet da'm fobl Israel: Setu ez an d'o diframmañ eus o bro, hag e tiframmin ti Juda eus o c'hreiz.


Gourvezet omp en hor mezh, ha goloet gant hon dismegañs! Rak pec'het hon eus a-enep an AOTROU hon Doue, ni hag hon tadoù, adalek hor yaouankiz ha betek hiziv, ha n'hon eus ket sentet ouzh mouezh an AOTROU hon Doue.


Rak touet em eus drezon va-unan, eme an AOTROU, Bozra a zeuio da vezañ ur rivin, un dismegañs, ur gwastadur, ur vallozh, hag hec'h holl gêrioù a vo gouelec'hioù peurbadus.


Mezhek e oamp, a lavarot, o klevout an dismegañsoù hon eus klevet. Ar vezh he deus goloet hon dremmoù, pa'z eo deuet diavaezidi a-enep santualioù ti an AOTROU.


Tridal a ri hag e laouenai, merc'h Edom, a zo o chom e bro Uz! An hanaf a dremeno ivez etrezek ennout, mezv ha lakaet en noazh e vi


Merc'h Sion, poan da zireizhder a zo echu, ne'z kaso ken en harlu. Merc'h Edom, kastizañ a raio da zireizhder, hag e tizoloio da bec'hedoù.


Da lakaat a rin da vezañ un digenvez peurbad, da gêrioù ne vint ken annezet, hag e ouiot ez on me an AOTROU.


En em c'hourizañ a raint gant seier, ar spouron o goloio, ar vezh a vo war o holl zremmoù, o holl bennoù a vo touzet.


An Ejipt a vo gwastet, Edom a vo ur gouelec'h spontus, en abeg d'an taerder e-keñver mibien Juda, m'o deus skuilhet o gwad didamall en o bro.


Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh Edom, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'en deus redet war-lerc'h e vreur gant ar c'hleze, hag en deus mouget pep truez, dre m'en deus e gounnar roget hep paouez hag e fulor padet atav.


Va enebourez en gwelo, hag ar vezh he goloio, hi hag a lavare din: Pelec'h emañ an AOTROU da Zoue? Va daoulagad a welo anezhi, pa vo mac'het evel fank ar straedoù.


Na'z po ket euzh ouzh an Edomad, rak da vreur eo, na'z po ket euzh ouzh an Ejipsian, ra diavaeziad out bet en e vro;


ar vibien a vo ganet dezho a yelo e bodadenn an AOTROU en trede rumm.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos