Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Malaki 1:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Ho taoulagad henn gwelo, hag e lavarot: An AOTROU en em uhela en tu all da harzoù Israel.

Ver Capítulo Copiar




Malaki 1:5
14 Referencias Cruzadas  

Setu perak kounnar an AOTROU a zo bet war Juda ha war Jeruzalem, hag en deus roet anezho d'ar glac'har, d'ar reuz ha d'ar goapaerezh, evel ma welit gant ho taoulagad.


Pignat a ri a-enep va fobl Israel, evel ur c'hoabrenn o c'holeiñ ar vro. Bez' e vo en deizioù diwezhañ, ma rin dit kerzhout a-enep va bro, evit ma vin anavezet gant ar broadoù, pa vin santelaet drezout dirak o daoulagad.


Hag e vin meuraet ha santelaet, hag e vin anavezet dirak daoulagad broadoù niverus, hag e ouezint ez on me an AOTROU.


Tud kêrioù Israel a yelo er-maez, a enaouo an tan hag a zevo an armoù, ar skoedoù bras, an skoedoù bihan, ar gwaregi, ar biroù, ar goafioù hag al lañsoù, hag e raint tan ganto e-pad seizh vloaz.


Eñ a vo en e sav, hag a reno gant sikour nerzh an AOTROU, gant meurded anv an AOTROU e Zoue. Chom a raint e peoc'h, rak meulet e vo betek pennoù pellañ an douar.


Rak ho taoulagad o deus gwelet an holl oberoù bras en deus graet an AOTROU.


Ho taoulagad o deus gwelet ar pezh en deus graet an AOTROU en afer Baal-Peor; an AOTROU da Zoue en deus distrujet eus ho touez pep den hag a oa aet war-lerc'h Baal-Peor.


Hag e krijont d'an AOTROU , a lakaas un deñvalijenn etrezoc'h hag an Ejipsianed; hag e tegasas warno ar mor, a c'holoas anezho. Ho taoulagad a welas ar pezh am eus graet d'an Ejipsianed. Hag ez oc'h chomet pell amzer er gouelec'h.


Ha bremañ en em zalc'hit ha gwelit an dra vras ez a an AOTROU d'ober dirak ho taoulagad.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos