Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 22:43 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

43 O frikañ a ran evel poultr an douar, o bruzunañ hag o mac'hañ a ran evel fank ar straedoù.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 22:43
15 Referencias Cruzadas  

bet on ganit e kement lec'h ma ec'h eus kerzhet, distrujet em eus da holl enebourien dirazout, graet em eus dit un anv bras, evel anv ar re vras a zo war an douar,


petra bennak ma ne oa ket manet a soudarded da Joakaz, nemet hanter-kant marc'heger, dek karr ha dek mil den war-droad. Rak roue Siria en doa o distrujet, hag o lakaet evel ar boultrenn a vac'her gant an treid.


Krial a reont, met n'eus dieuber ebet, krial a reont d'an AOTROU, met ne respont ket dezho.


Ra vint evel ar pell laosket en avel, ha ra gaso ael an AOTROU anezho kuit.


Kas a rin anezhi a-enep ur vroad pilpous, hag e roin dezhi ur garg a-enep pobl va c'hounnar, evit skrapat, evit preizhata, evit mac'hañ anezho evel fank ar straedoù.


Kresket ec'h eus ar vroad, AOTROU, kresket ec'h eus ar vroad, hag ar c'hloar a zo roet dit. Astenn holl harzoù an douar!


Piv en deus lakaet da sevel eus ar sav-heol an hini emañ ar reizhder oc'h heuliañ e gammedoù? Piv en deus roet dezhañ ar broadoù ha lakaet anezhañ da ren war ar rouaned? Lakaet en deus anezho evel poultr gant e gleze, hag evel plouz o nijal gant e wareg.


E savet em eus eus an hanternoz hag e teuio; eus ar sav-heol e c'halvo va anv, kerzhout a raio war ar briñsed evel war ar fank, evel ma vac'h ar poder ar pri.


Neuze an houarn, ar pri, an arem, an arc'hant hag an aour a voe bruzunet a-gevret, hag e teujont da vezañ evel plouz eus al leur en hañv, kaset kuit gant an avel, ha ne vanas netra diouto. Met ar maen en doe skoet gant an delwenn a zeuas da vezañ ur menez bras, hag a leunias an douar holl.


Va enebourez en gwelo, hag ar vezh he goloio, hi hag a lavare din: Pelec'h emañ an AOTROU da Zoue? Va daoulagad a welo anezhi, pa vo mac'het evel fank ar straedoù.


Bez' e vint evel tud kadarn o vac'hañ fank ar straedoù en emgann. Stourm a raint, rak an AOTROU a zo ganto, hag ar varc'hegerien a vo mezhek war o c'hezeg.


Tec'hit, tec'hit er-maez eus bro an hanternoz, eme an AOTROU, rak ho stlabezet em eus e pevar avel an neñvoù, eme an AOTROU.


Rak setu e teu an deiz gwrezus evel ur forn; hag an holl re lorc'hus hag an holl re a ra an droug a vo evel plouz. An deiz-se a zo o tont hag o entano, eme AOTROU an armeoù, ha ne lezo ganto na gwrizienn na skourr.


Kouezhañ a raint dindan troc’h ar c’hleze ha kaset e vint da sklaved e-touez an holl vroadoù. Jeruzalem a vo mac’het gant ar vroadoù betek ma vo peurleuniet amzerioù ar vroadoù.


Me a lavarfe: O stlabezañ a rin, hag e tiverkin o eñvor a-douez an dud!


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos