42 Sellout a reont, met n'eus salver ebet; treiñ a reont etrezek an AOTROU, ha ne respont ket dezho.
Doue, ha klevout a raio e glemmoù pa zeuio an anken warnañ?
Neuze e huchint etrezek ennon, met ne respontin ket, klask a raint ac'hanon mintin mat, met ne'm c'havint ket,
Pa'c'h astennit ho taouarn, me a guzh va daoulagad ouzhoc'h. Pa liesait ho pedennoù, ne selaouan ket, ho taouarn a zo leun a wad.
En deiz-se an den a sello ouzh an Hini en deus graet anezhañ, hag a zroio e zaoulagad etrezek Sant Israel.
Ne sello ken ouzh an aoterioù, labour e zaouarn, ha ne droio ken e zaoulagad etrezek ar pezh o deus graet e vizied, an Asheraoù ha peulioù an heol.
Mab an den, komz ouzh henaourien Israel ha lavar dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Evit va goulennata eo oc'h deuet? Me a zo bev, ne vin ket goulennataet ganeoc'h, eme an Aotrou AOTROU.
Krial a raint neuze d'an AOTROU, met ne responto ket dezho, kuzhat a raio e zremm outo en amzer-se, dre ma'z eo bet fall o oberoù.
Saül a c'houlennatas an AOTROU , met an AOTROU ne respontas ket dezhañ na dre huñvreoù na dre an urim na dre ar brofeded.