Evel-se e plegas o c'halon da holl dud Juda, evel pa ne vijent nemet un den hepken, hag e kasjont da lavarout d'ar roue: Deus en-dro gant da holl servijerien.
Hag an holl bobl a dabute en holl veuriadoù Israel o lavarout: Ar roue en deus hon dieubet eus dorn hon enebourien hag hon saveteet eus dorn ar Filistined, ha bremañ ez eo tec'het kuit eus ar vro en abeg da Absalom.
Ar vaouez a zeuas da gavout an holl bobl hag a gomzas outo gant furnez. Hag e troc'hjont e benn da Sheba mab Bikri hag en taoljont da Joab. Neuze e sonas er shofar, hag ar bobl en em dennas a-zirak kêr, pep hini d'e deltenn. Joab a zistroas da gavout ar roue da Jeruzalem.
Setu e c'halvi ar vroad n'anavezes ket, hag ar broadoù n'anavezent ket ac'hanout a zeredo da'z c'havout, abalamour d'an AOTROU da Zoue ha da Sant Israel en devo roet gloar dit.
Klasket on bet gant ar re na'm goulennent ket, kavet on bet gant ar re na'm c'hlaskent ket, lavaret em eus d'ur vroad na oa ket anvet eus va anv: Setu-me amañ, setu-me amañ!
Hag e voe roet dezhañ ar vestroniezh, ar c'hloar hag ar ren, hag an holl bobloù, broadoù ha yezhoù a servijas anezhañ. E vestroniezh a zo ur vestroniezh peurbadus na dremeno ket, hag e rouantelezh ne vo ket distrujet.
An AOTROU a lakaio ac'hanout er penn ha nann el lost, hag e vi atav en nec'h, biken ne vi en traoñ, pa senti ouzh gourc'hemennoù an AOTROU da Zoue a gemennan dit hiziv, evit mirout anezho hag ober diouto,
Ar seizhvet ael a sonas, ha mouezhioù kreñv a voe klevet en neñv o lavarout: Rouantelezhioù ar bed a zo lakaet dindan galloud hon Aotrou hag e Grist. Eñ a reno e kantvedoù ar c’hantvedoù.