Mab an diavaeziad hag a zo staget ouzh an AOTROU, ra ne lavaro ket: An AOTROU am dilamm kuit eus e bobl. Ar spazhad, ra ne lavaro ket: Setu ez on ur wezenn sec'h.
Mibien an diavaeziad en em stag ouzh an AOTROU d'e servijout, ha da garout anv an AOTROU evit bezañ e servijerien, ar re holl a vir ar sabad hep e zisakrañ, hag en em stag ouzh va emglev,
Eürus out, Israel! Piv eo ar bobl a zo heñvel ouzhit, pobl saveteet gant an AOTROU, skoed da sikour, ha kleze da veurded? Da enebourien a vo doñvaet, ha te a vac'ho gant da dreid o lec'hioù uhel.