Ha bez' ez eus war an douar ur vroad heñvel ouzh da bobl, heñvel ouzh Israel, a zo bet dasprenet gant Doue evit ober anezhi e bobl, evit ober dezhañ un anv, hag evit ober ez keñver hag e-keñver da vro traoù bras ha spontus, en ur gas kuit dirak da bobl ac'h eus dasprenet evidout eus an Ejipt, broadoù hag o doueoù?
Moizez a lavaras d'an AOTROU: O, Aotrou, n'on ket un den en defe ar gomz aezet, nag eus dec'h nag eus derc'hent-dec'h, nag abaoe ma komzez da'z servijer; rak va genoù ha va zeod a zo pounner.
Hag-eñ ez eus esaeet un doue dont da gemer e-unan ur bobl a-greiz ur bobl all dre amprouennoù, sinoù, mirakloù ha stourmadegoù, dre un dorn kreñv hag ur vrec'h astennet, ha dre spontoù bras, evel kement en deus graet an AOTROU ho Toue en Ejipt dindan ho taoulagad?
Met dre ma kar an AOTROU ac'hanoc'h ha dre ma vir al le en deus graet d'ho tadoù, en deus tennet an AOTROU ac'hanoc'h gant un dorn kreñv hag en deus dasprenet ac'hanoc'h eus an ti sklavelezh, eus dorn Faraon roue an Ejipt.
Me a bedas an AOTROU o lavarout: Aotrou AOTROU, na zistruj ket da bobl, da hêrezh, ac'h eus dasprenet gant da vraster hag ac'h eus lakaet da zont kuit eus an Ejipt gant un dorn nerzhus.