6 Neuze Samuel a lavaras d'ar bobl: An AOTROU eo en deus lakaet Moizez hag Aaron, eñ eo en deus graet d'ho tadoù pignat eus bro Ejipt.
Kas a reas Moizez e servijer, hag Aaron en doa dibabet.
Digeriñ a reas ar roc'h hag an doureier a redas, mont a rejont dre al lec'hioù sec'h evel ur stêr.
Moizez hag Aaron a voe e-touez e aberzhourien, ha Samuel e-touez ar re a c'halve e anv. Pediñ a raent an AOTROU, hag eñ a responte dezho.
D'an Aaron-se ha d'ar Moizez-se eo e lavaras an AOTROU: Tennit mibien Israel eus bro Ejipt hervez o armeoù.
Ar re-se eo a gomzas ouzh Faraon roue an Ejipt, evit tennañ mibien Israel eus bro Ejipt. Ar Moizez-se hag an Aaron-se eo.
Jakob a dec'has da vro Siria, Israel a servijas evit ur vaouez, hag evit ur vaouez e vêsaas loened.
Da lakaet em eus da bignat er-maez eus bro Ejipt, tennet em eus ac'hanout eus an ti sklavelezh, kaset em eus dirazout Moizez, Aaron ha Mari.