Mazhev 4:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz a valeas dre holl C’halilea, o kelenn en o sinagogennoù, o prezeg keloù mat ar rouantelezh, o yac’haat kement kleñved ha kement mac’hagn a oa e-touez ar bobl. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha Jesus a iea dre an holl C’halile, o kelen en ho zinagogou, hag o prezeg aviel rouantelez Doue, hag o iac’haad kement klenved, ha kement infirmite a oa e‐touez ar bobl. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Ha Jesus e yas dré en ol Galile, de quelen én ou synagogueu, ha de berdêgue aviel er ranteleah, ha de yahat quement clinhuet, ha quement gouander, e oé é vésq en dud. |
Lavaret o deus en o c'halon: Distrujomp holl! Devet o deus dre ar vro holl lec'hioù-emgav Doue.
ar re dall a wel, ar re gamm a gerzh, ar re lovr a zo glanaet, ar re vouzar a glev, ar re varv a adsav da vev, an Aviel a zo prezeget d’ar beorien.
Pa selaou un den ger ar rouantelezh ha pa ne gompren ket anezhañ, an hini fall a zeu hag a skrap ar pezh a zo bet hadet en e galon: hennezh eo an hini en deus degemeret an had a-hed an hent.
O vezañ deuet en e vro, e kelennas anezho en o sinagogenn, en hevelep doare ma oant souezhet ha ma lavarent: A-belec’h e teu dezhañ ar furnez hag ar mirakloù-se?
Jezuz, o vezañ aet er-maez, a welas ul lod bras a dud, en doe truez outo hag a yac’haas o c’hlañvourien.
An Aviel-mañ eus ar rouantelezh a vo prezeget er bed a-bezh evit reiñ testeni d’an holl vroadoù. Neuze e teuio ar fin.
Jezuz a yae tro-war-dro er c’hêrioù hag er bourc’hioù, o kelenn en o sinagogennoù, o prezeg keloù mat ar rouantelezh hag o yac’haat pep kleñved ha pep mac’hagn e-touez ar bobl.
Goude ma voe bet lakaet Yann er prizon, Jezuz a zeuas e Galilea, o prezeg Aviel rouantelezh Doue
Mont a rejont e Kafarnaoum. O vezañ da gentañ aet er sinagogenn d’an deiz sabad, e kelennas enni.
Rak en doa yac’haet kalz anezho, en hevelep doare m’en em daole warnañ kement en doa ur c’hleñved evit stekiñ outañ.
Pa zeuas ar sabad, en em lakaas da gelenn er sinagogenn. Kalz eus ar re en kleve a voe souezhet hag a lavaras: A-belec’h e teu an traoù-se d’an den-mañ? Petra eo ar furnez-se a zo bet roet dezhañ hag ar mirakloù bras en em ra dre e zaouarn?
Souezhet e voe eus o diskredoni. Hag ez eas dre ar bourc’hioù tro-war-dro, en ur gelenn.
yac’hait ar re glañv a vo eno ha lavarit dezho: Rouantelezh Doue a zo deuet tost ouzhoc’h.
Al lezenn hag ar brofeded a badas betek Yann. Adalek an amzer-se rouantelezh Doue a zo prezeget, ha pep hini a ya e-barzh dre nerzh.
Un devezh ma kelenne ar bobl en templ ha ma prezege an Aviel, ar veleien vras, ar skribed hag an henaourien, o vezañ deuet,
Jezuz a zistroas da C’halilea, dindan galloud ar Spered, hag ar vrud anezhañ a redas dre an holl vro tro-war-dro.
Un devezh ma kelenne, e oa azezet eno farizianed ha doktored al lezenn deuet eus holl vourc’hioù eus Galilea, eus Judea hag eus Jeruzalem. Galloud an Aotrou a oberie evit yac’haat.
O vezañ neuze diskennet ganto, e chomas en ur blaenenn, gant e vandenn diskibien hag ul lod bras a dud eus Judea, eus Jeruzalem hag eus ar vro arvorek Tir ha Sidon. Deuet e oant evit e glevout hag evit bezañ yac’haet eus o c’hleñvedoù.
C’hoarvezout a reas ivez, un deiz sabad all, ma’z eas er sinagogenn ha ma kelennas. Bez’ e oa eno un den ma oa disec’het e zorn dehou.
En eur-se zoken, eñ a yac’haas kalz a dud eus o c’hleñvedoù, eus o mac’hagnoù hag eus drouk-speredoù, hag e roas ar gweled da veur a hini dall.
Jezuz a respontas dezho: It ha lavarit da Yann ar pezh hoc’h eus gwelet ha klevet: ar re dall a wel, ar re gamm a gerzh, ar re lovr a zo glanaet, ar re vouzar a glev, ar re varv a adsav da vev, an Aviel a zo prezeget d’ar beorien.
Goude-se, Jezuz a yeas eus eil kêr hag eus eil bourc’h d’egile, o prezeg hag o kemenn keloù mat rouantelezh Doue. An daouzek a oa gantañ,
Ar bobl, o vezañ klevet-se, en heulias. Eñ a zegemeras anezho hag a gomzas outo diwar-benn rouantelezh Doue. Yac’haat a reas ivez ar re o doa ezhomm da vezañ yac’haet.
Jezuz a lavaras dezhañ: Lez ar re varv da sebeliañ o re varv, met te, kae da brezeg rouantelezh Doue.
Jezuz a respontas dezhañ: Komzet em eus sklaer d’an dud. Atav em eus kelennet er sinagogenn hag en templ e-lec’h m’en em zastum ar Yuzevien, ha ne’m eus lavaret netra e-kuzh.
Goude-se, Jezuz a valeas dre C’halilea; ne fellas ket dezhañ bale dre Judea, abalamour ma klaske ar Yuzevien e lazhañ.
penaos Doue en deus olevet gant ar Spered-Santel ha gant galloud Jezuz a Nazared, a yae a lec’h da lec’h oc’h ober vat hag o yac’haat ar re holl a oa mac’het gant an diaoul, abalamour ma oa Doue gantañ.
Komz a reas er sinagogenn pep devezh sabad hag e lakaas Yuzevien ha Gresianed da grediñ.
Ha bremañ setu, me a oar na welot ken va dremm, c’hwi holl on tremenet en ho touez o prezeg rouantelezh Doue.
o prezeg rouantelezh Doue hag o kelenn ar pezh a sell ouzh an Aotrou Jezuz-Krist gant pep frankiz hag hep harz ebet.
Ha penaos e vo prezeget ma ne vez kaset den? Skrivet eo eta: Pegen kaer eo treid ar re a brezeg Aviel ar peoc’h, ar re a gemenn keleier mat!