Sant Marc 1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 1 Prezegennoù Yann-Vadezour 1 Penn-kentañ Aviel Jezuz-Krist, Mab Doue. 2 Hervez ar pezh a oa bet skrivet er brofeded: Setu, e kasan va c’hannad dirak da zremm da gempenn an hent dirazout, 3 mouezh an hini a gri el lec’h distro a lavar: Kempennit hent an Aotrou, grit eeun e wenodennoù, 4 Yann a zeuas o vadeziñ el lec’h distro hag o prezeg badeziant ar geuzidigezh evit pardon ar pec’hedoù. 5 Holl vro Judea hag holl dud Jeruzalem a yae d’e gavout hag e oant badezet gantañ er stêr Jordan, oc’h anzav o fec’hedoù. 6 Yann a zouge ur sae a vlev kañval hag ur gouriz lêr en-dro d’e groazell. E voued a oa kilheien-raden ha mel gouez. 7 Hag e prezege, o lavarout: Dont a ra unan war va lerc’h, galloudusoc’h eo egedon, ha n’on ket dellezek, en ur blegañ, da zieren korreenn e votoù. 8 Me am eus ho padezet en dour, met eñ ho padezo er Spered-Santel. Badeziant ha temptadur Jezuz 9 Erruout a reas, en amzer-se, ma teuas Jezuz eus Nazared e Galilea hag e voe badezet gant Yann er Jordan. 10 Kerkent, evel ma save eus an dour, e welas an neñvoù digor hag ar Spered-Santel, evel ur goulm, o tiskenn warnañ. 11 Ur vouezh a zeuas eus an neñvoù, o lavarout: Te eo va Mab karet-mat, ennout em eus lakaet va holl levenez. 12 Ha raktal ar Spered a gasas Jezuz el lec’h distro. 13 Hag e voe el lec’h distro daou-ugent devezh, o vezañ temptet gant Satan. Eno e oa gant al loened gouez hag an aeled a servije anezhañ. Jezuz en em laka da brezeg 14 Goude ma voe bet lakaet Yann er prizon, Jezuz a zeuas e Galilea, o prezeg Aviel rouantelezh Doue 15 hag o lavarout: An amzer a zo peurc’hraet ha rouantelezh Doue a zo tost. Ho pet keuz ha kredit en Aviel. An diskibien gentañ 16 Evel ma valee a-hed mor Galilea, e welas Simon hag Andrev e vreur, o teurel o roued er mor, rak pesketaerien e oant. 17 Jezuz a lavaras dezho: Deuit da’m heul hag e rin ac’hanoc’h pesketaerien dud. 18 Kerkent, o lezel o rouedoù, e heuilhjont anezhañ. 19 Hag ac’hano, o vezañ aet un tamm a-raokoc’h, e welas Jakez mab Zebedea ha Yann e vreur, a oa en ur vag ivez o fichañ o rouedoù. 20 Raktal e c’halvas anezho. Hag int, o lezel Zebedea o zad er vag gant an devezhourien, a heulias anezhañ. Jezuz a gas ur spered hudur kuit 21 Mont a rejont e Kafarnaoum. O vezañ da gentañ aet er sinagogenn d’an deiz sabad, e kelennas enni. 22 Souezhet e oant gant e gelennadurezh, rak o deskiñ a rae evel unan a oa galloud gantañ ha nann evel ar skribed. 23 En em gavas er sinagogenn un den dalc’het gant ur spered hudur, hag a grias 24 o lavarout: Ah! Petra a zo etre te ha ni, Jezuz a Nazared? Ha deuet out evit hor c’holl? Gouzout a ran piv out: Sant Doue. 25 Jezuz a c’hourdrouzas anezhañ o lavarout: Tav ha kae er-maez eus an den-se. 26 Neuze ar spered hudur en hejas start hag, o leuskel ur griadenn vras, a yeas kuit dioutañ. 27 Souezhet bras e voent holl, en hevelep doare ma en em c’houlennent etrezo: Petra eo kement-mañ? Petra eo ar gelennadurezh nevez-mañ? Rak gant galloud e c’hourc’hemenn d’ar speredoù hudur zoken, hag e sentont outañ. 28 Ar vrud anezhañ en em skuilhas kerkent en holl vro en-dro da C’halilea. Jezuz a yac’ha mamm-gaer Simon 29 Kerkent goude, o vezañ aet er-maez eus ar sinagogenn, e teujont gant Jakez ha Yann e ti Simon hag Andrev. 30 Mamm-gaer Simon a oa war he gwele klañv gant an derzhienn, ha raktal e komzjont outañ diwar he fenn. 31 Neuze e tostaas hag, en ur gemer he dorn, e lakaas anezhi da sevel. An derzhienn a yeas kuit diouzhtu diouti, hag hi a servijas anezho. Jezuz a yac’ha klañvourien e-leizh 32 Diouzh an abardaez, pa voe kuzhet an heol, e tegasjont dezhañ an holl dud klañv hag ar re a oa dalc’het gant diaouled. 33 Holl dud kêr a oa dastumet dirak an nor. 34 Hag e yac’haas kalz a dud klañv eus meur a gleñved hag e kasas kuit meur a ziaoul. Ne aotree ket dezho komz, dre ma anavezent anezhañ. Jezuz o pediñ; Jezuz a yac’ha un den lovr 35 Da veure, evel ma oa c’hoazh gwall deñval, o vezañ savet, ez eas er-maez hag e teuas en ul lec’h a-du. Hag e pedas eno. 36 Simon hag ar re a oa gantañ a yeas d’e glask. 37 O vezañ e gavet, e lavarjont dezhañ: An holl a glask ac’hanout. 38 Eñ a lavaras dezho: Deomp d’ar bourc’hioù tro-war-dro, evit ma prezegin ivez eno, rak evit-se eo ez on deuet. 39 Hag e prezege en o sinagogennoù dre an holl C’halilea hag e kase kuit an diaouled. 40 Un den lovr a zeuas d’e gavout, en em daolas war e zaoulin, en pedas hag a lavaras dezhañ: Mar fell dit, e c’hellez va glanaat. 41 Jezuz, o kaout truez outañ, a astennas e zorn, en stokas hag a lavaras dezhañ: Fellout a ra din, bez glanaet. 42 Adalek m’en doe lavaret-se, al lorgnez a guitaas an den-mañ hag e voe glanaet. 43 Jezuz a gasas anezhañ kuit raktal, gant gourc’hemennoù start, 44 o lavarout dezhañ: Diwall da lavarout netra da zen, met kae d’en em ziskouez d’ar beleg ha kinnig evit da c’hlanidigezh ar pezh en deus Moizez gourc’hemennet, evit ma servijo-se da desteni dezho. 45 Met an den-mañ, o vezañ aet kuit, en em lakaas da zisklêriañ uhel an dra ha da skuilhañ ar vrud a gement-se, en hevelep doare ma ne c’helle mui Jezuz mont e kêr dirak an holl. Met en em zalc’he er-maez e lec’hioù a-du, hag a bep tu e teued d’e gavout. |